Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Eost
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.

Eost e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Gwechall e oa miz labour an eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, pa'z eo miz Gouere hervez ar stadegoù.

En hantervoul norzh an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hantervoul su.

Istor kemmañ

Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement-ha-kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.
En e raok, en deiziadur roman, e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis diwar sextus, "c'hwec'hvet". Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.
An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe ouzhpennet Genver ha C'hwevrer e penn-kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemviri[1], war-dro 450 kent JK ; dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se.
Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria.

Gerioù deveret kemmañ

Eus augustus e teu ar gerioù:

  • eost ;
  • eostad, ar pezh a vez dastumet pa reer an eost ;
  • eost-du, pa vez eostet gwinizh-du ;
  • eost-gwenn, pa vez eostet gwinizh ;
  • eostiñ, a zo dastum an eost ;
  • eoster(ez), un den hag a ra an eost ;
  • eosterez, a zo ur vederez, ur mekanik da eostiñ ;
  • eostus, pa gomzer eus bloavezhioù ma vez puilh an eost ;
  • eostvezh, koulz an eost.
  • eostig, ul labous eus ar Kerentiad c'herentiad Muscicapidae ;
  • eostig-laeron, ur benveg implijet gant an alc'hwezerien (hag al laeron) da zigeriñ potailhoù[2] ;
  • dibenn-eost, a reer eus an daiskaramzer ;
  • hanter-Eost, an anv a vez roet d'ar 15 a viz Eost.

E yezhoù all kemmañ

  • Iwerzhoneg : Lúnasa, diwar Lughnasadh, diwar anv an doue Lugh, pe Lug ; Lá Lúnasa eo anv ar c'hentañ a viz Eost.
  • Finneg : elokuu, a dalv "miz an eost".

Krennlavaroù kemmañ

  • « E-pad miz Eost / E ya ar mevel da vestr / Pa vez aet an eost er c’hrignol / E tistro adarre da vevel. »
  • « Mar bez glav da ouel hanter-Eost / Kenavezo d'ar c'hraoñ-kelvez »
  • « Pa vez Eost ma chom al labourer war e skaon /E varvo an dudjentil gant an naon. »
  • « Avel sant Laorañs a zishilh kerc'h / Pa ne vez ket a-raok e vez war-lerc'h »[3]
  • « Da c'houel Itron Varia an Erc'h / Pa vez avel greñv e vez ed kaer »[4]
  • « Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »[5]
  • « Da c'houel sant Lug ez astenn an deiz amzer d'ar sailh da ziskenn er puñs »[6]
  • « Hadañ lann e pep miz / Nemet e miz Eost ha pa vez avel viz »
  • « Pask gleborek / Eost baraek »

Notennoù kemmañ

  1. Un decemvir a oa ur poellgor dek den karget da embann lezennoù en Henroma.
  2. 1744, gwelit Devri ; evit (fr) rossignol emañ grimandell akb. e Geriadur Troude (1869) p. 794, Geriadur Vallée(1931) p. 664, geriadur Roparz Hemon (1985) p. 340 hag e Geriadur Ménard (2012) p. 1198. E Geriadurig brezhoneg-galleg Émile Ernault (1984) emañ grimandell ivez, p. 128, hag e Devri.
  3. Laorañs : 10/08.
  4. Itron Varia an Erc'h : 05/08.
  5. Pêr : 01/08.
  6. Lug: 18/08.