Eva Perón pe María Eva Duarte de Perón (7 a viz Mae 191926 a viz Gouere 1952), lesanvet diwezhatoc'h Evita, a oa un aktourez arc'hantinat, hag eil pried ar jeneral Juan Perón, a deuas da vezañ diktatour Arc'hantina. Kalz a oberennoù liesseurt (filmoù, pezhioù-c'hoari, romantoù, danevelloù) zo bet savet diwar-benn Eva Duarte de Perón.

Eva Perón

He Zreistelezh
Renerez Speredel Broad Arc'hantina

Poltred ofisiel (1948)
Pennitron Arc'hantina
4 a viz Even 194626 a viz Gouere 1952
En he raok
En he goude
Conrada Victoria Farrell
Mercedes Lonardi
Prezidantez ar Fondezon Eva Perón
4 a viz Gouere 194826 a viz Gouere 1952
En he raok
En he goude
Kentañ prezidantez
Delia Parodi
Ditouroù personel
Ganedigezh Eva María Ibarguren
7 a viz Mae 1919
Los Toldos
Banniel Arc'hantina Arc'hantina
Marv 26 a viz Gouere 1952
Buenos Aires
Banniel Arc'hantina Arc'hantina
Broadelezh Arc'hantinat

Strollad
politikel
Partido Justicialista
Partido Peronista Femenino

Micher Aktourez
Politikerez
Pried Juan Perón (1945-1952)
Relijion Katoligiezh

He buhez kemmañ

 
Eva Duarte da zeiz he fask kentañ, e 1926.

Ganedigezh kemmañ

 
Lec'hioù martezeet ganedigezh Eva Perón: kêr Junín, pe kamp La Unión, 60 km pelloc'h er c'hreisteiz, un 20 km eus Los Toldos.
 
Dihell he badeziant

En he levr, La Razón de mi Vida, embannet e 1952, ne gaver deiziad ebet na pe anv a voe roet dezhi, hag evel-just ez eus bet meur a istorour oc'h en em c'houlenn perak : c'hoant da guzhat un dra bennak? He oad? He bastardiezh? Krediñ a reer eo e 1945 e klaskas Eva Perón falsañ he faperenn ganedigezh evit dimeziñ da Juan Perón.

Hervez an akta ganedigezh niverenn 728 eus burev-ganedigezhioù kêr Junín (proviñs Buenos Aires) e voe ganet eno, d'ar 7 a viz Mae 1922, ur plac'hig anvet María Eva Duarte. Daoust da se e sav emglev etre an istorourien da lavarout eo faos an dihell, graet moarvat war c'houlenn Eva Perón en 1945, p'edo-hi e Junín evit eurediñ da Juan Domingo Perón, pa ne oa nemet koronal[1].

En 1970 e voe lakaet splann gant an istorourien Borroni ha Vaca[2] e oa bet savet ur falsdihell a-zivout ganedigezh Evita ma teuas poent klask gouzout e pelec'h ha pegoulz e oa bet ganet da vat. Evit-se e oa a bouez dihell he badeziant, e pajenn 495 ar roll-badeziantoù e Nuestra Señora del Pilar, e 1919, ma lenner e voe badezet d'an 21 a viz Du 1919.

Hiriv emañ an holl a-du, pe dostik, da lavarout e voe ganet Evita d'ar 7 a viz Mae 1919, tri bloaz a-raok an deiz merket war an dihell-kêr, hag anvet Eva María Ibarguren, diwar anv-tiegezh he mamm.

He zud kemmañ

  • He mamm, Juana Ibarguren (1894-1971), a oa Euskariz eus Hegoalde he zud, a oa serc'h d'ur perc'henn bras hag a oa dimezet. Merc'h e oa d'ur vatezh criolla Petrona Núñez ha d'ar c'harrer Joaquín Ibarguren. He mamm ne zaremprede ket ar gêriadenn dostañ (20 km alese), se zo kaoz n'ouzer ket gwall dra anezhi, met tost e oa he zi ouzh toldería Coliqueo ha darempred he devoa gant Mapuched Los Toldos. Seul wech ma wilioudas e voe skoazellet gant un amiegez indian anvet Juana Rawson de Guayquil.
  • He zad, Juan Duarte (1858-1926), lesanvet el Vasco gant e amezeien, dre ma oa Euskariz eus Iparralde e dud, a oa ur perc'henn bras ha pinvidik, eus Chivilcoy, e-kichenik Los Toldos, ur politikour mirour a-bouez, ha dimezet ha bugale dezhañ. Ne oa ket divoas war ar maez, en Arc'hantina evel e broioù all Kreisteizamerika, da dud pinvidik da gaout meur a diegezh. Hervez studioù zo e teu an anv Duarte eus un anv D'Huarte, Uhart pe Douart. E deroù an XXvet kantved e reas e vad Juan Duarte eus troioù-gwidre ar gouarnamant a oa o klask tennañ o douaroù digant Indianed Mapuche Coliqueo, en Los Toldos, ma teuas a-benn da deurel e graban war an domani ma voe ganet Eva.

Pemp bugel o doe Juan ha Juana

  • Blanca (1908 ‒ 2005) ;
  • Elisa (1910 ‒ 1967) ;
  • Juan Ramón (1914 ‒ 1953) ;
  • Erminda Luján (1916 ‒ 2012) ;
  • Eva María (1919 ‒ 1952).

Bugaleaj kemmañ

Dilezet e voe Juana hag he bugale gant Juan pan eas da adkavout e diegezh hervez lezenn : ur bloaz e oa Eva. Mont a reas da chom da gêriadenn Los Toldos, ul lec'h kras, ma veve an dud er baourentez kriz, e Las Pampas. Bevañ a rae Juana diwar gwriat ha takonañ dilhad al labourerien. Brud fall he devoa dre ma ne oa ket dimezet, hag ar vrud-se a bege ouzh he bugale, besterd hervez al lezenn. Krediñ a c'haller eo abalamour da se he dije distrujet Eva he faper ganedigezh e 1945.

E 1926 e varvas an tad, en ur gwallzarvoud karr-tan. Mont a reas Juana hag ar vugale d'an obidoù, met goude aet e-barzh an iliz e voent kaset kuit war urzh an intañvez ofisiel.

E Junín kemmañ

Paour-razh e oa an tiegezh, sikour ebet n'he doa Juana Ibarguren da c'hortoz goude marv Juan Duarte, hag eñ he skoazeller nemetañ. Ne laoskas ganto nemet ur baperenn da desteniañ e oa tad ar vugale, hag o devoa gwir da vout anvet Duarte eveltañ. Kentoc'h eget chom da c'houzañv goapaerezh ha harellerezh goude kollet he fried-kleiz e kavas gwell Juana dilojañ gant he bugale ha mont da chom da Junin e 1930. Unnek vloaz e oa Evita. Disklêriet e oa bet an holl vugale gant o zad, nemet Eva ne oa ket bet, ha se zo kaoz, da laras istorourien zo, ma klaskas Eva digoll er vrud. E Junín eo e tremenas Eva Perón he bugaleaj.

E Junín e oant o chom en ur ranndi ma ne oa nemet ur pezh. Da baeañ ar feurm e laboure mamm ha merc'hed evel keginerezed en tier an domanioù bras. Ha diwar al labour-se e teuas un tamm arc'hant. A drugarez d'an arc'hant dastumet gant ar breur henañ e c'halljont dilojañ d'un ti brasoc'h, a deuas da vezañ un ti-lojañ. E-keit-se e kemere perzh Eva e pezhioù-c'hoari er skol, pe e sonadegoù. Ar sinema a blije dezhi kenañ. Tra ma felle d'he mamm he dimeziñ ar buanañ ar gwellañ d'ur paotr yaouank diwar-dro ne soñje Eva nemet bezañ unan eus katourezed he filmoù.

 
Ar skol Escuela n.º 1 «Catalina Larralt de Estrugamou», en Junín, ma echuas Eva he studioù kentañ derez en 1934.

Hervez he c'helennerez sonerezh, Délfida Noemí Ruíz de Gentile, e kare Eva lavarout barzhonegoù. Ur stal binvioù sonerezh a oa dalc'het gant don Primo Arini hag, evel ne oa ket a skingomz e kêr, e lakae un uhelgomzer ouzh an nor dirak e stal hag ur wech ar sizhun, etre 7 hag 8 e goude kreisteiz, e pede an dud da zont da ganañ en un abadenn anvet La hora selecta. Hag Eva a lavare barzhonegoù.

Ur wech, e miz Here 1933, e kemeras perzh en ur pezh aozet gant studierien, anvet Arriba estudiantes. (Savit studierien), ur melodrama brogar. Goude ar pezh e fellas da Eva bezañ aktourez ha mont da gêr Buenos Aires.

 
Eva Duarte en he c'hlas, e Junín, 1933. Azezet eo Eva en tu kleiz.

Sed a gonte Palmira Repetti :

Ur grennardenn 14 vloaz, nec'het, mennet, speredek, war-dro 1933. Ne gare ket ar jedoniezh. Met ne oa ket gwell egeti e festoù ar skol. Brud he doa da vout kamaradez vat. Un hunvreerez vras e oa; spered un arzourez he doa. Pa voe echu ganti ar bloavezhioù-skol e teuas d'am gwelout da gontañ he raktresoù. C'hoant he doa, emezi, da vout aktourez, ha mont kuit eus Junín a rankje ober. En amzer-se ne veze ket klevet alies ur plac'h yaouank eus ar proviñsoù o kontañ e oa o vont da ober he hent er gêr-benn.

Hervez an istorourez Lucía Gálvez, en 1934, Evita hag ur vignonez a oa bet arsailhet gant daou baotr yaouank hag o devoa o fedet da veajiñ ganto da Mar del Plata en o c'harr. Gálvez a lavar o devoa klasket o gwallaén kenkent hag aet e-maez Junín, hep dont a-benn, met laosket e voent noazh en ardremez kêr. Ur bleiner karr-samm o c'hasas en-dro d'ar gêr. Pouez bras a voe d'an darvoud en he buhez[3],[4].

Gant ar film Evita ha buhezskridoù ez eus bet brudet e veajas Eva Duarte en tren betek Buenos Aires gant ar c'haner tango Agustín Magaldi, goude bet o kanañ en Junín. met diskaret eo bet ar vartezeadenn-se gant enklaskoù Noemí Castiñeiras ha Roberto Dimarco (istorour pennañ kêr Junín) ha gwiriet o deus ne oa ket bet kanadeg ebet gant Magaldi en Junín en 1934[5],[6].

 
Eva Duarte, 15 vloaz, nevez erru e Buenos Aires.

Kontañ a ra he c'hoar e veajas Eva betek Buenos Aires e kompagnunezh he mamm, a chomas ganti ken na gavas labour[7].

E Buenos Aires kemmañ

 
Eva Perón ha Libertad Lamarque en La cabalgata del circo (1945).
 
Prezegenn gant Evita Perón e 1950

15 vloaz e oa Eva Duarte pan erruas e Buenos Aires d'an 3 a viz Genver 1935. Klask a reas labourat evel komedianez, er c'hoariva, hag er skingomz da gentañ, er sinema goude. Nebeud amzer goude degouezhet er gêr-benn e kavas fred e kompagnunezh c'hoariva Eva Franco, unan eus re vrasañ an amzer.

En amzer-se, hag abaoe enkadenn 1929, e tivroe ar beorien diwar ar waez, anvet pennoù du (cabecitas negras) gant tud uhel ar gêr-benn, dre ma oant disheñvel diouzh ar re wenn o tegouezhout eus Europa, hag e tegouezhent a vernioù er c'hêrioù brasañ. Int-i eo a voe al labourerien a adsavas ar vro hag a voe diazez kevredigezhel ar beronelezh adal 1943.

En 1943 e voe kensaverez an Asociación Radial Argentina (ARA, sindikad labourerien ar skingaserezh), ha bloaz goude e voe anvet Eva da brezidantez.

En 1944 e reas anaoudegezh gant Juan Perón, en un abadenn aozet da skoazellañ tud San Juan ma oa ur grenadenn douar e Genver 1944. Hennezh a oa sekretour-stad er gouarnamant de facto savet goude taol-stad 1943 En Here 1945 e timezas da Juan Perón. E 1946 e kemeras perzh e troiad kabaliñ he fried a glaske mont da brezidant. Stourm a reas evit gwir ar merc'hed da votiñ, a voe gounezet e 1947.

 
Kentañ poltred eus Eva Duarte embannet en ur gazetenn, La Capital, eus Rosario, 26 Gouhere 1936.
 
Evita en 1939. Poltredet gant Annemarie Heinrich.
 
Eva Duarte, 1941.

Juan Perón kemmañ

 
Evita ha Juan Perón en 1947.
 
Poltred ofisiel Juan Domingo Perón hag Evita, gant Numa Ayrinhac e 1948. Prezidant ebet all en Arc'hantina n'eo bet graet e boltred ofisiel gant e bried.

D'ar 15 a viz Genver 1944 e krenas an douar e kêr San Juan (Arc'hantina), un 10 000 a varvas. Sekretour al Labour e oa Perón er gouarnamant, ha sevel a reas ur yalc'h da zastum arc'hant evit ar reuzidi. Aktourien a gemeras perzh. Goude ur sizhunvezh dastum arc'hant e voe pedet an aktourien da gemer perzh en ur gala.

D'an 22 a viz Genver 1944, en em gavjont e stadiom Luna Park en un abadenn aozet da enoriñ an aktourezed o devoa dastumet arc'hant hag ar re wellañ a oa bet Niní Marshall ha Libertad Lamarque. Eva (24 bloaz dezhi) a oa eno, hag ober a reas anaoudegezh gant Perón, a oa 48 vloaz, hag intañv abaoe 1938. Buan e teuas Eva da vout serc'h ar c'horonal. Hervez Fraser ha Navarro e kuitaas Juan Perón hag Eva ar gala an eilgant egile da 2 eur beure[8]

Kleñved ha marv kemmañ

 
Juan Perón hag Evita o harpañ warnañ d'ar 1añ a viz Mae 1952. a-drek emañ Raúl Apold, sekretour-stad evit ar wask.

Mervel a reas d'ar 26 a viz Gouhere 1952 gant ur c'hrign-bev trumm er vammog, pa ne oa nemet 33 bloaz.

Goude he marv kemmañ

Balzamet korf Evita kemmañ

 
Korf Eva Perón, balzamet gant Pedro Ara.
 
Bez Evita er vered La Recoleta e Buenos Aires.

Balzamet e voe korf Eva Perón gant ar medisin spagnol Pedro Ara, en devoa balzamet korf ar sonaozour spagnol Manuel de Falla. Tennañ a rae ar gwad da lakaat glukerin en e lec'h, evit mirout an holl organoù pa ne oa bet tennet hini ebet eus re Eva Perón, hag evit reiñ liv ar vuhez d'ar c'horf[9]. Ar c'horf a oa da vezañ soubet en un dourenn ma oa mesket formol, de thymol, hag alkool glan, ha skoet dourennoù enni. Kement-se a oa da c'hoarvezout e ti ar CGT, e-pad bloaz, ha goude e vefe lakaet war ziskouez, hag e c'hallfed stekiñ outañ.

Enor a voe rentet dezhi evel biskoazh a-raok : he c'horf a voe miret e ti ar C'hongreso, ha goude balzamet ha lakaet e ti ar sindikad CGT. Pa voe savet an diktatouriezh en 1955, e voe skrapet he c'horf, dalc'het en ul lec'h kuzh e-pad 16 vloaz.

Skrapet ar c'horf kemmañ

Da noz an 22 a viz Du 1955 e voe skrapet korf Evita eus ti ar CGT gant ur bagad soudarded dindan urzhioù al letanant-koronal Carlos de Moori Koenig, ofiser a orin alaman. Edo diktatouriezh ar soudarded (ar Revolución Libertadora (1955-1958)) o ren, goude diskaret ganto ar prezidant Juan Perón. Hervez un ofiser all, ar major major Jorge Dansey Gazcón, eo gantañ e voe kemeret ar c'horf. Mennet e oa an arme da ziskouez doujañs d'ar c'horf (katolik deol e oa ar jeneral Pedro Eugenio Aramburu, rener nevez ar vro, enebet ouzh deviñ ar c'horf), ha da virout na deufe da vout un arouez politikel implijet a-enep o galloud.

Goude roet an urzh, gant Aramburu, da skrapañ ar c'horf, e voe lakaet d'ober troioù iskis. Moori Koenig en lakaas e-barzh ur gamionetenn ma voe laosket e-pad meur a viz, ha kaset e veze eus an eil lec'h d'egile, e straedoù Buenos Aires, e sanailhoù an armé, ha betek da di un ofiser. Un noz e voe lazhet ur vaouez brazez gant ar soudarded a sonje e oa deuet ur bagad eus harperien Peron da gemer ar c'horf diganto. D'ur poent edo an arched en e sav, hag ar c'horf ennañ, e burev Moori Koenig. Ur vaouez he devoe tro neuze da welout ar c'horf eno, ar filmourez María Luisa Bemberg.

Goude bezañ kuzhet betek e Milano e voe roet ar c'horf en-dro d'he fried e 1971[10].

Perzh ha levezon politikel kemmañ

Gant ar sindikadoù kemmañ

 
Amparo de los humildes (repu an dud izel), skritell ar propaganda ofisiel en-dro da Eva Perón.

Eva Perón a voe kreñv he liammoù gant ar sindikadoù.

Oberennoù kemmañ

Daou levr a skrivas (gant skoazell moarvat):

  • La razón de mi vida en 1951
  • Mi mensaje en 1952

Enorioù kemmañ

  • Jefa Espiritual de la Nación,
  • Mujer del Bicentenario
  • Gran Cruz de Honor ar Groaz Ruz
  • Distinción del Reconocimiento de Primera Categoría, gant ar CGT,
  • Gran Medalla a la Lealtad Peronista en Grado Extraordinario
  • Urzh al Libertador General San Martín

Levrlennadur kemmañ

  • "Evita: The Woman Behind the Myth". A&E Biography. 1996
  • Adams, Jerome R (1993). Latin American Heroes: Liberators and Patriots from 1500 to the Present. Ballantine Books. ISBN 0-345-38384-2.
  • Ara, Pedro (1974). El Caso Eva Perón.
  • Barnes, John (1978). Evita, First Lady: A Biography of Eva Perón. New York, New York: Grove Press.
  • Vacca, Roberto (1970). Eva Perón. CEAL.
  • Crassweller, Robert D (1987). Peron and the Enigmas of Argentina. W.W. Norton & Company. ISBN 0-393-02381-8.
  • Fraser, Nicholas; Navarro, Marysa (1996). Evita: The Real Life of Eva Perón. W.W. Norton & Company.
  • Guillermoprieto, Alma (2002). Looking for History: Dispatches from Latin America. Vintage. ISBN 0-375-72582-2.
  • Guy, Donna. "Life and the Commodification of Death in Argentina: Juan and Eva Perón" in Death, Dismemberment, and Memory: Body Politics in Latin America, Lyman L. Johnson, ed. Albuquerque: University of New Mexico Press 2004, pp. 245–272.
  • Lerner, BH (2000). "The illness and death of Eva Perón: cancer, politics, and secrecy". Lancet. 355: 1988–1991. doi:10.1016/s0140-6736(00)02337-0.
  • Levine, Lawrence. Inside Argentina from Perón to Menem: 1950–2000. Sellboent staunanat. ISBN 0-9649247-7-3.
  • Main, Mary (1980). Evita: The Woman with the Whip. ISBN 0-396-07834-6.
  • McManners, John (2001). The Oxford Illustrated History of Christianity. Oxford University Press. ISBN 0-19-285439-9.
  • Naipaul, V.S. (1980). The Return of Eva Perón. Alfred A. Knopf.
  • Dujovne Ortiz, Alicia. Eva Perón. St. Martin's Press. ISBN 0-312-14599-3.
  • Perón, Eva (1952). La Razón de mi vida. Buro Editors.
  • Juan Pablo Queiroz, Tomas De Elia (eds.). Evita: An Intimate Portrait of Eva Peron.
  • Rousso-Lenoir, Fabienne. America Latina. ISBN 2-84323-335-6.
  • Taylor, Julie M. Eva Perón: The Myths of a Woman. ISBN 0-226-79143-2.
  • Nasi, Kristina (2010). Eva Peron in the Twenty-First Century: The Power of the Image in Argentina . The International Journal of the Image. pp. 99–106.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Borroni et al, 23/24.
  2. Borroni et al, CEAL, 1970.
  3. Lucía Gálvez: Las mujeres y la patria, nuevas historias de amor de la historia argentina (pág. 206). Buenos Aires: Norma, 2001.
  4. «Eva Duarte de Perón», pennad gant Matías Calabrese er gwivan Monografías (Buenos Aires).
  5. Patrom:Cita libro
  6. Patrom:Cita web
  7. Marysa Navarro, y Nicholas Fraser: Evita: the real life of Eva Perón (pág. 11), 1981.
  8. Fraser & Navarro (1996:33).
  9. N. Fraser et M. Navarro, Evita, p. 174.
  10. https://web.archive.org/web/20130312010929/http://old.clarin.com/suplementos/especiales2/2002/07/26/l-420677.htm