An FLN (Front de Libération Nationale) zo anvet ivez Jabhat al-Taḩrīr al-Waţanī en arabeg (جبهة التحرير الوطني).

FLN
strollad politikel
Deiziad krouiñ23 Her 1954 Kemmañ
Anv er yezh a orinجبهة التحرير الوطني لجزائرية Kemmañ
Diellaouet gantLa contemporaine Kemmañ
StadAljeria Kemmañ
Political alignmentbig tent Kemmañ
Ideologiezh politikelAlgerian nationalism, Arab nationalism, anti-imperialism, populism Kemmañ
Sez sokialAljer Kemmañ
SRGB color hex tripletDC143C Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.pfln.dz Kemmañ

Petra eo an FLN ? kemmañ

Krouet eo bet an FLN, Front de Libération National, d'an 10 a viz Here 1954 en Aljeria. Dont a reas an FLN war wel ar 1añ a viz Du 1954 evit kregiñ gant ur stourm dieubidigezh broadel a-enep ar « Frañs drevadennel », hag evit krouidigezh ur stad aljerian demokratel ha poblek. Deuet eo da vezañ ul luskad politikel. Renet en deus un dispac’h a-enep an drevadennerien etre 1957 ha 1962.

Evit unaniñ ar strolladoù politikel hag armet o doa c’hoant da gaout ur stad aljerian frank ha dizalc’h eo bet krouet an FLN.

 
Strollad 6 diazezer an FLN , poltred kemeret a-raok ar brezel ar 1añ a viz Du 1954.

Ar c’hentañ a viz Du e tisklêrias an FLN e brogramm politikel. Ennañ e kaver palioù an FLN.

E 2005 e teuas Abdelaziz Bouteflika, prezidant Aljeria, da vezañ prezidant ar FLN.

Istor an FLN kemmañ

E-touez diazezerien istorel ar strollad ez eus : Krim Belkacem, Mostefa Ben Boulaïd, Larbi Ben M'Hidi, Mohamed Boudiaf, Rabah Bitat ha Didouche Mourad.

Ar c'hentañ gwech ez eus bet klevet komz eus an FLN e oa bet taget aozadurioù publik arme Frañs en Aorez hag e Kabilia. An FLN a oa ar c'hentañ luskad broadel oc’h implijout ar feulster e-giz kentañ obererezh. E miz Mae 1955, ec’h erruas Ferhat Abbas e-barzh an FLN peogwir e oa o stourm ivez evit an dizalc'hidigezh. Tagadennoù a zo bet aozet gant an FLN a-enep an drevadennerien europat eus Aljeria. An armoù hag a oa gant an FLN a errue eus Bro-Egipt ha kaset da Varoko pe da Dunizia. E 1958, o doa tud an FLN a-walc'h a armoù hag kreñv a-walc'h e oant da gas en-dro ur brezel. Gwall-daolioù an FLN a reas er bobl sivil 19 166 den lazhet ( en o zouez 2788 Europad ha 16 378 Aljerian ) hag 21 151 den gloazet ( 7541 Europad ha 13 610 Aljerian ) . D'an 18 a viz Meurzh 1962 e sinas Bro-Frañs « emglev Evian » da gaout un emglev harz-tennañ gant an FLN. E- miz Gouere 1962, e votas pobl Aljeria evit an dizalc'hidigezh ha peurwiriekaat emglev Evian hag a rakwele ur c’henlabour ekonomikel ha sokial etre an div vro.