Falaris a oa tirant Akragas (Ἀκράγας), e Sikilia (~570 – ~554), hiziv Agrigento, ha dindanañ e teuas kêr da vout pinvidik[1].

Falaris
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ganedigezh7vet kantved kt JK Kemmañ
Deiziad ar marv6vet kantved kt JK Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Falaris a gondaonas ar c'hizeller Perillos da vezañ lakaet en tarv arem

Un den kriz e oa, hag ijinet en doa, hervez ar vojenn, un tarv arem ma lakae e enebourien da rostañ. Lavaret e veze e tebre bugale ivez.

Hervez Valerius Maximus e voe meinataet gant ar bobl[2].

Falaris a oa bet karget da ober war-dro sevel an templ da Zeus Atabirino en akropolis, pa gavas e dro da gemer ar galloud. Pinvidikaat ha kinklañ kêr a reas : degas dour-red, sevel monumantoù, ha kreñvaat ar mogerioù.

Diskaret e voe gant un emsavadeg kaset gant Telemachus, hendad da Theron (tirant war-dro -488 – -472), ha poazhet en e darv arem.

Notennoù kemmañ

  1. Werner Jaeger, Paideia, La formation de l'homme grec, Gallimard, coll. Tel, 1988, p. 271 (ISBN 978-2-07-071231-1)
  2. Valerius Maximus, Actions et paroles mémorables, III, 3, 2.