Fallschirmjäger zo ur ger alamanek evit "harzlammerien". Fallschirm (harz-lamm) ha Jäger (chaseour, hag ar ger boas eo en alamaneg evit ober anv eus an droadeien lijer). Ur roll hollbouezus zo bet gant an unvezioù-se e-pad an Eil Brezel-bed. Asambles gant ar Gebirgsjäger e oant gwelet evel nerzhioù gwellañ lu an Trede Reich. E fin an Eil Brezel-bed e oant bet adsavet diouzhtu evel ul lod eus nerzhioù difenn Alamagn ar C'hornôg, kement hag eus Alamagn ar Reter met gant ur roll nerzhioù arbennik.

Fallschirmschützenabzeichen pe ardamez harzlammerien Alamagn an Trede Reich
Soudarded harlammerien Fallschirmjäger gant un MG42 e-kerzh emgann Normandi

Ar Fallschirmjäger a oa bet an harzlammerien gentañ o vezañ implijet niverus en un taol e-pad an Eil brezel-bed evit an oberiadurioù brezel dre an oabl. Lesanvet e oant bet Green devils ("Diaouled gwer") gant nerzhioù ar Gevredidi a stourme a-enep dezho.

Fallschirmjäger ha Breizh kemmañ

Unvezhioù Fallschirmjäger o deus bet stourmet e Breizh e-pad an Eil Brezel-bed e Breizh. Brud o deus tapet o tifenn kêr Vrest.

2. Fallschirmjäger-Division kemmañ

An 2. Fallschirmjäger-Division zo chomet stag ouzh Breizh dre ma voe savet ar rannarme e miz C'hwevrer 1943 e Breizh kostez Gwened. Ar rannarme-se a oa bet stummet adal ar Fallschirm-Jäger-Regiment 2 (FJR.2) hag an II./Fallschirm-Artillerie-Regiment 1. Goude an dilestradeg e Normandi e voe adkaset ar rannarme da vro Landerne ; kemer a reas perzh e seziz Brest.

Torfedoù brezel kemmañ

Ma voe brud mat war an unvezhioù harzlammerien Fallschirmjäger e-pad hag abaoe an Eil Brezel-bed e voe kaset da benn torfedoù brezel a-enep trevourien ganto, zoken pa ne voent ket niverus e voe anezho :