Ur fatberg zo un dolzennad lastez bras-kenañ en ur skarzhaj. Abaoe pell zo eo kudennus ober gant an danvezioù-se, met nevesoc’h eo ar ger fatberg.

fatberg
Iskevrennad euslastez Kemmañ
Anvet diwarisberg, druzoni Kemmañ
Lec'hrouedad skarzhaj Kemmañ
Abeg pennañsaponifiadur Kemmañ

Kenaoz kemmañ

An darn vrasañ eus ur fatberg zo traoù nann-biodic’hradus evel lienennigoù naetaat, ha kavout a reer ivez lard hag eoul[1].

Efedoù kemmañ

Gallout a ra ur fatberg stankañ ur rouedad skarzhaj, evel m’eo c’hoarvezet dija e Londrez, New York, Denver, València ha Melbourne[2]. Abalamour da se e c’hell lastez bezañ diskarget en endro hep bezañ tretet.

Danvez ur fatberg a c’hell bezañ adimplijet: diwar ur fatberg kavet e Whitechapel (Londrez) ez eus bet fardet bevdrelosk[3].

Daveoù kemmañ