Faubourg Saint-Antoine

Ar faubourg Saint-Antoine a oa ur fabourzh kozh eus Pariz.

Faubourg Saint-Antoine
city district
Anv ofisielFaubourg-de-Gloire Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′2″N 2°22′45″E Kemmañ
Map

Istor kemmañ

Ar Fabourzh Saint-Antoine a oa ur rakkêr nepell diouzh Abati Saint-Antoine-des-Champs hag a zo bet o tiwan gant sikour an abadezed. Istor ar Fabourzh Saint-Antoine zo kemmesket alies gant hini ar straed pennañ a dremen e-kreiz, ar straed Faubourg-Saint-Antoine, hag a zo un astenn d'ar straed Saint-Antoine. Ar straed Saint-Antoine a gas d'an abati adal kreiz Pariz. An troc'h etre an div straed a veze graet gant mogerioù kêr Pariz, hag ar pezh a oa e diavaez mogerioù kêr (pe extra muros) a oa anvet fabourzh.

 
Ar Fabourzh Saint-Antoine hag an abati war plan Truschet hag Hoyau, er reter d'ar Bastille (a-us), e-tro 1550.

Hiziv-an-deiz ez eo unan eus karterioù Pariz. Bez' eo ur c'harter ma vez savet arrebeuri : stalioù gwerzhañ arrebeuri, stalioù ebenourien zo... Eno e vez kavet sez aozadurioù micherel an arrebeuri met ivez kreizennoù stummañ micherioù an arrebeuri, evel ar Skol Boulle (rue Pierre-Bourdan).