Fausta Flavia Maxima

Flavia Máxima Fausta (Roma, 293- Roma, 327) zo ur briñsez roman, merc'h d'an impalaer Maximianus ha da Eutropia. En 307 e voe dimezet da Constantinus Iañ, a rankas neuze kuitaat Minervina. Gant an eured-se e klaske he zad mestroniañ an Detrarkiezh gant skoazell e vab-kaer.

Fausta, evel Salus, o tougen he daou vab, Constantinus II ha Constanctius II. Pezhioù ral, rak distrujet e vije bet kement skeudenn anezhi.

Pa droas Maximianus a-enep Constantinus e 310 eo Fausta an hini a ziskulias an irienn hag a gasas he zad da goll. Daou vloaz goude e welas e Roma korf he breur Maxentius mac'hagnet gant he fried, goude e drec'hadenn en emgann Pont Milvius.


He marv kemmañ

Hervez an istorour bizantat Zosimus an Istorour e vije orgedet ouzh he lezvab Crispus, mab da wreg kentañ Constantinus. Nemet ar priñs a nac'has o darempred avoultr, ha hi a oa aet, gant ar gounnar, da damall anezhañ dirak an impalaer Constantinus. Re gredik e voe an impalaer, ha lakaat a reas e vab d'ar marv. Pa ouias ar wirionez e lakaas mougañ e wreg en ur gibellad dour tomm en 327.

An impalaer a c'hourc'hemennas damnatio memoriae he fried, ha diwar-se ne van skrid ebet eus he gwallblanedenn. Hervez an istorour Paul Stephenson : "Eusebius, ne ra meneg ebet nag eus Crispus nag eus Fausta en e vuhezskrid eus Constantinus, betek diverkañ anv Crispus eus doare diwezhañ e Istor an Iliz (X.9.4)". Gwashañ pezh zo, ne voe ket ket dizarbennet an urzh-se gant he bugale pa renjont.


Alioù kontrol kemmañ

Ger ebet n'haller lenn e skridoù istorourien an amzer. Lod hiriv a gred en avoultriezh, lod all en un irienn steuet gant ar mab.


Bugale kemmañ

Mamm e voe Fausta da c'hwec'hbugel. Tri mab a voe imapalaerien:

Teir merc'h he doe ivez:

C'hoarigan kemmañ

Diwar marv Fausta eo bet savet ar c'hoarigan Fausta, gant Gaetano Donizetti.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.