Faustina ar Yaouankañ

Ur pennad Faustina zo ivez.

Annia Galeria Faustina Minor (Minor a dalv ar yaouankañ ), Faustina Minor pe Faustina ar Yaouankañ (bet ganet d'an 21 a viz Gwengolo[1] war-dro 130 goude J.-K. moarvat[2] — 175/176 goude J.-K.[3]) a oa merc'h d'an impalaer roman Antoninus Pius ha da Faustina Goshañ. Impalaerez e oa bet adalek 161 betek he marv. Gwreg Marcus Aurelius e oa ,ha mamm an impalaer Commodus.

Faustina ar Yaouankañ
Annia Galeria Faustina Minor

Karet gant ar soudarded hag he gwaz e oa roet dezhi an titloù a Augusta ha Mater Castrorum ("Mamm ar C'hampoù"), hag enorioù doueel a voe roet dezhi goude he marv.

Buhez kemmañ

E Roma e oa ganet, merc'h d'an impalaer Antoninus Pius. Anvet e voe evel he mamm, Faustina Goshañ. Bugel yaouankañ he zud e oa, ar pevare anezho, hag o eil merc'h.Mervel a reas ar re all avat a-raok fin o c'hrennoad.
Nizez-vihan e oa d'an impalaer Hadrian.

Notennoù kemmañ

  1. Levick, 2014, p. 137, a lavar e oa ganet 11 pe marteze 10 pe 9 deiz a-raok kala miz Here, da lâret eo d'an 21, 22, pe 23 a viz Gwengolo
  2. Levick, 2014, p. 170, a ro ar bloavezhioù 130–132.
  3. Levick, 2014, p. 172