Ar felc'h zo un organ limfoidel a gaver e korf an holl vellkeineged. Ur wagrenn enborc'hañ bresk ha don eo, a zo lec'hiet a-geñver d'an dekvet kostezenn en den.

Ar felc'h e korf un den

Un oglenn evit an eritrokit eo ar felc'h. Enni ez erru ar c'helligoù ruz marv, hag enni e vez boniet ar c'helligoù ruz nevez.

N'eo ket un organ gwall bouezus evit arc'hwelerezh ar c'horf, pa c'hall un den difelc'h chom yac'h. Gallout a reer difelc'hiañ loened a rumm da rumm hep na vije kemm pe gemm en o diorroadur pe e stad o yec'hed.