Felis Rewiz[1] (e-tro 970-1038), ganet e trowardroioù Kemper. E studioù a reas e lez kont Kernev, goude ez eas da vanati Lambaol en Eusa, met rankout a reas tec'hout rak ar Vikinged ha mont da abati Fleury, war ribl al Liger. Diwezhatoc'h, war c'houlenn an dug Jafrez, ez eas da adsevel abati Lokentaz ha hini Logunec'h, distrujet gant ar Vikinged. Ur skol hag ur manati a savas ivez e Sant-Jord en eskopti Roazhon. Lidet e vez d'an 12 a viz C'hwevrer, d'ar 4 a viz Meurzh pe d'an 9 a viz Meurzh.

Levrlennadur kemmañ

  • Goueler ar Sent, Imbourc'h, 1994, p.30.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Goueler ar Sent, Imbourc'h 1994, p.30.