Ferdinando II Naplez

Ferdinando II d'Aragona pe Ferdinando II di Napoli, lesanvet Ferrandino, pe Ferdinant II Naplez (1469- 1496), a voe roue Naplez goude dimeziñ d'he moereb (yaouankoc'h) Giovanna d'Aragona, pe Janed Naplez (1478-1518). Mab bastard da Alfonso II Naplez, roue Naplez, ha da Ippolita Maria Sforza e oa.

Ritratto di cavaliere (Poltred ur marc'heg), a vije Ferrandino, gant Vittore Carpaccio.

Dilezel e garg a roue a reas e dad hag eñ an hini a voe lakaet da roue en e lec'h. Ken enebet e oa ar bobl ouzh e dad-kaer Ferdinando Iañ Naplez, hag ouzh e dad Alfonso II Naplez kemend-all, ma ne gare ket anezhañ ivez. Splann e voe kement-se pa deuas ar C'hallaoued er vro: prest e oa an noblañs koulz hag an arme hag ar bobl da sujañ kenkent d'ar roue gall Charlez VIII.

Aloubet e voe kêr Naplez d'an 22 a viz C'hwevrer 1495. Met buan e voe kavet kalet rogoni ar C'hallaoued ha treiñ a reas ar bobl en o enep. En em sevel a reas tud Naplez ha kaset e voe ar C'hallaoued kuit. Neuze e voe galvet ar roue yaouank en-dro, a oa repuet en enez Ischia.

Prestik goude e varvas Ferdinando en 1496, hag eñ 26 vloaz.

Goude e varv kemmañ

Digant e bried ha moereb Janed Naplez n'en doa bet bugel ebet. Hi ne addimezas ket.

E eontr Federico Iañ Naplez a renas war e lerc'h.