Ferdinando Iañ de' Medici


Ferdinando Iañ de' Medici ( Firenze 1549-1609) a voe Kardinal eus an iliz katolik ha dug-meur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici.

Ferdinando Iañ de' Medici
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFerdinando I de' Medici Kemmañ
Anv-bihanFerdinando Kemmañ
Anv-familhMedici Kemmañ
Titl noblañsgrand duke Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gou 1549 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv3 C'hwe 1609 Kemmañ
Lec'h ar marvFirenze Kemmañ
Lec'h douaridigezhCappella dei Principi Kemmañ
TadCosimo Iañ de' Medici Kemmañ
MammEleonora di Toledo Kemmañ
PriedCristina di Lorena Kemmañ
FamilhTiegezh Medici Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg, latin Kemmañ
Micherbeleg katolik, politiker, patron of the arts Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh, governance, art patronage Kemmañ
Kargcardinal-deacon Kemmañ
Lec'h labourFirenze, Roma Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad e1565–66 papal conclave, 1572 papal conclave, 1585 papal conclave Kemmañ
Perc'henn warMedusa Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStädel Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Mab e oa da Cosimo Iañ de' Medici ha da Eleonora di Toledo.

Dimeziñ a reas da Cristina di Lorena

E vuhez kemmañ

 
Ferdinando, kardinal yaouank.

Yaouankiz kemmañ

Ferdinando a oa c'hwec'hvet bugel an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici ha Eleonora di Toledo, merc'h da Don Pedro Alvarez de Toledo, besroue spagnol rouantelezh Naplez. Anvet e voe da gardinal e 1562, d'an oad a 14 vloaz, kerkent goude marv e vreur kardinal Giovanni.

E Pisa e varvas e vamm Eleonora gant ar malaria, hag ivez e vreudeur Giovanni ha Garzia, ha ne chomas nemetañ bev. Diwezhatoc'h e voe taget gant an droug-skevent.

Bloavezhioù ren kemmañ

Ren a reas Ferdinando Iañ e Dugelezh-veur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici adal 1587, pa oa 38 bloaz.

E Roma, evel kardinal, en devoa Ferdinando diskouezet e oa ur merour ampart.

Mirout a reas ar garg a gardinal pa voe lakaet da zug-meur, met, en arbenn d'an Dierniezh, e rankas dilezel ar garg da zimeziñ da Cristina di Lorena e 1589.

Pa varvas e 1609, en devoa pevar bugel. An henañ e oa Cosimo II de' Medici, a renas adal e 19 vloaz. E verc'h Claudia (1604-1648) a zimezas da Federico Ubaldo, dug Urbino, ha goude intañveziñ ec'h addimezas da Leopold V Aostria.

 
Ferdinando Iañ de' Medici war varc'h er Piazza della Santissima Annunziata.

E meur a zoare e reas Ferdinando Iañ ar c'hontrol-fed eus e vreur Francesco a-raokañ. Un den eeun ha brokus e oa, ha ren a reas hep garventez.

Paeroniañ an arzoù kemmañ

E vab henañ Cosimo II de' Medici a renas war e lerc'h.

Arnod trevadenniñ kemmañ

E deroù ar XVIIvet kantved e soñjas Ferdinando Iañ mont da grouiñ ur rouantelezh da Afrika, met a-benn ar fin e troas e selloù war-du Brazil, ma klaskas kas da benn un arnod trevadenniñ en Amerika[1].

D'an 30 a viz Eost 1608 e resevas ul lizher a-berzh an ijinour firenzat Baccio da Filicaia, a oa e Lisbona. El lizher e tisplege an abegoù ma oa trevadenn bortugalat Brazil o vont da fall. Daous da se, miz goude, setu Ferdinando o paramantiñ ur garavellenn hag un dartanenn e porzh Livorno, hag o fiziout er c'habiten saoz Thornton[2].

Pa zistroas ar "Santa Lucia", galion Thornton da Livorno e 1609 eus e droiad da Amazonia e klevas e oa marvet Ferdinando Iañ abaoe un nebeud mizioù hag e oa echu gant hunvre an trevadennerezh dindan an dug-meur nevez Cosimo II, pa oa prest da gas tud eus di Livorno e Lucca da Suamerika, da lec'h m'emañ Gwiana c'hall hiriv. Distroet e oa Thornton gant dafar ac'hano, broiz ha laboused[3]- goude bezañ diskennet en Enez Trinidad.

D'ar 7 a viz C'hwevrer 1609 e varvas an dug-meur hag e Firenze ne soñjas den ebet ken e sevel un drevadenn tramor .[2]

E vugale kemmañ

Nav bugel o doe Ferdinando ha Cristina di Lorena:

Notennoù kemmañ

  1. R. Ridolfi, Pensieri medicei di colonizzare il Brasile, in «Il Veltro», Roma, Gohere-Eost 1962, pp. 1-18.
  2. 2,0 ha2,1 Gli italiani in Brasile (di Matteo Sanfilippo)
  3. Mirabilia et naturalia

Levrlennadur kemmañ

pennadoù kar kemmañ