Flias (henc'hresianeg : Φλιας, Phlias, latinekaet e Phliasus) zo mab da Ariadne ha da z-Dionysos, hervez Hyginus. [1]

Hervez Pausanias (en e levr II, pa ra anv eus Fliasia), n'eo ket Ariadne met Araithyrea, merc'h Aras, diazezer ar vro, an hini eo mamm Fliasos. Kenderc'hel a ra evel-henn (II, 12, 6) : "N'on ket evit krediñ tamm ebet e vefe Flias, a roas un trede anv d'ar vro, mab Keisos, mab Temenos, evel ma lâr Argianed ; gouzout a ran avat e lavarer e oa mab da z-Dionysos, hag e lavarer ivez e voe eus ar re a veajas war al lestr Argo". Pausanias a ra dave da Apollonios Rodos (I, 115-117) a ra eus Flias mab Dionysos, a orin eus kêr Araithyreia[2].

Chom a ra daou dra da zisplegañ : a) perak e ra Hyginus mamm Flias eus Ariadne ? An eeunañ e vefe soñjal eo bet degaset anv Ariadne gant hini Dionysos en un doare naturel (s.o. § 19 e-lec'h ma c'hoari ar memes tra evit Eurymedon, mab Minos hag an nimfenn Paria, hervez Apollodoros, (III, 7). b) Petra eo orin an hengoun a ra un Tebad anezhañ e lec'h ur Pelopponesiad ? An eeunañ e vefe soñjal eo bet kemmesket kêr Airythrea hag ar stêr Asopos zo e Boiotia gant Araithyrea ha stêr Asopos a gaver er Fliasia. Ouzhpenn ez eo Dionysos zo muioc'h beotiaad evit peloponnesiad.

Notennoù kemmañ

  1. Phliasus Liberi patris et Ariadnes Minois filiae filius, ex urbe Phliunte, quae est in Peloponneso, alii aiunt Thebanum. Fliasus, mab Liber Pater hag Ariadne, merc'h Minos, eus kêr Fliounte, a zo er Peloponnesos ; lod all a lâr e oa Tebad. Hyginus, Fabulae XIV 10
  2. Gwelet ivez Ilias, II, 571 ha Strabon, 8, 6)