Forez (Forêz en arpitaneg) zo ur broviñs kozh eus Bro-C'hall en em lede dre vras er pezh zo bremañ an departamant Loire, etre Roanne ha Saint-Étienne.

Ardamezioù Forez

Istor kemmañ

En Henamzer e oa annezet ar vro gant pobl geltiek ar Segusiavi. Forum Segusiavorum e oa kêr-benn ar geoded, da vare ar Romaned. Diwezhatoc'h, da vare ar Garolingidi, e voe anavezet ar c'horn-bro evel Pagus Forensis. Diwar an anvioù latin-se eo deuet anv kêr Feurs hag anv ar vro, Forez.

Ur gontelezh e voe Forez ha mistri e voe ar gonted war ar broioù amezek ivez, Lyonnais ha Beaujolais. E 1531 e voe staget Forez ouzh kurunenn Bro-C'hall.

Douaroniezh kemmañ

Roet eo bet anv ar vro d'an aradennad-venezioù a zo er c'hornôg dezhi, menezioù Forez ("monts du Forez"), a sav ar gern uhelañ anezho betek 1634 metr (Pierre-sur-Haute). Un harz eo ar menezioù-se etre Forez ent-strizh, er reter, ma veze komzet arpitaneg, hag ar c'hornôg, troet war-zu Arvern, ma veze komzet okitaneg.

Feurs e oa kêr-benn kontelezh Forez gwechall. Kêrioù bras all zo : Montbrison, a zeuas da vout kêr-benn ar vro e 1441, Saint-Étienne, Néronde, Chazelles, Roanne ha Saint-Just-Saint-Rambert.