Forkys pe Forkos (henc'hresianeg: Φόρκυς Phórcus, Φόρκυν Phórcun pe Φόρκος Phórcos) a oa unan eus doueed ar mor.
Mab e oa da Bontos (an dour-mor) ha Gaia (an Douar). Hervez Platon avat e oa mab da Ouranos ha Gaia.
Dimezet eo da Geto, hag ur ribitailh bugale zo deuet dezhe hag e vez graet ar Forkided anezho. En o zouez :

Forkys

Hervez Hesiodos e ranker ivez menegiñ Ec'hidna ha Ladon evel o bugale yaouankañ (Theogonia, 270).

Meneget zo ur « morlenn Forkys » (Φόρκυνος λιμήν Phórcunos limến) en Enez-Itaka, en Odysseia. Hiziv e vefe anvet Morlenn porzh Vathy. Eno e tilestr Odysseüs en enezenn.