Ur fornigell, pe keginerez, pe poazherez, a zo un ardivink-kegin a servij da boazhañ ar boued hiziv. Darn eus ar fornigelloù ne vez forn ebet enne ken.

Gwechall e veze poazhet ar boued war an oaled, gant ur gaoter lakaet war un trebez, pe ispilhet ouzh un drezenn-bod. Goude e teuas mare ar fornigelloù, e potin pe houarn, ardivinkoù a veze graet tan enne, gant keuneud pe glaou; neuze e veze lakaet listri war-benn ar fornigell gant ar boued da boazhat, pe er forn a veze dindan ; alies e veze kavet a-stok ouzh ar forn ur feunteun a bourveze dour tomm a-brest.