Ar fotosintezenn pe luc'hkevanaoz a zo ur reaktadenn deus ar vetabolegezh hag a dro an dioksidenn garbon da vateri organek dre implij energiezh ar gouloù. Graet e vez aototrofed eus an organegi hag a ra ar fotosintezenn abalamour ma krouont drezo oc'h-unan ar materi hag a vo implijet evit produiñ oc'h energiezh. Plant, bezhin ha sianobakteri a implij seurt hentenn en ur zieubiñ dioksigen evel dilerc'hiad. Euvret eo energiezh ar gouloù gant ur protein, ul lodenn anezhañ anvet klorofil ha lec'hiet en un organit anvet kloroplast. Implijet a c'hell bezañ ar glusid produet enno evit analadur an organeg pe verniet evit e gresk.

Reaktadur ar fotosintezenn er plant.
Kelc'hiad etre aototrofed ha heterotrofed. Pouez ar fotosintezenn e produadur ar materi organek hag an dioksigen hag a c'hell bezañ implijet evit ar produadur energiezh.
Kelligoù plantel o tiskouez o c'hloroplast, lec'h ar fotosintezenn