François Bozizé Yangouvonda (ganet d'ar 14 a viz Here 1946 e Gabon) zo ur soudard hag ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan ha prezidant ar vro etre 2003 ha 2013 ma kuitaas ar vro goude un taol-nerzh.

E Meurzh 2003 e kemeras perzh en taol-Stad a-enep ar prezidant Ange-Félix Patassé hag en em lakaas e penn ar Stad. Aet eo ar maout gantañ en dilennadegoù aozet e 2005. Addilennet eo bet d'an 23 a viz Genver 2011.