François Clouet

livour galleg

François Clouet, ganet e Teurgn war-dro 1515, ha marvet e Pariz d'an 22 a viz Kerzu 1572), mab da Jean Clouet, zo ul livour gall eus an Azginivelezh, er XVIvet kantved, e lez ar rouaned c'hall. kenderc'hel gant labour e dad a reas el lez eta.
Brudet eo e boltredoù rouaned c'hall, re Herri II, Frañsez II ha Charlez IX, ha tud all eus o lezioù. E bennoberenn diwezhañ eo ar poltred a reas eus ar rouanez Elesbed Aostria, pried Charlez IX .

"Dame au bain", gant François Clouet. Musée des Arts Décoratifs.
Diane de Poitiers, gant François Clouet (1571) er National Gallery of Art, Washington DC.
Kouronkadenn Diana

Ma n'eo ket ur mestr war al livioù eo un treser eus ar re wellañ, ha kanet e voe meuleudi dezhañ gant skrivagnerien ar mare.

Buhez kemmañ

Ne ouzer ket gwall dra eus e vuhez. Evel e dad, ur Flamank anezhañ, e laboure el lez c'hall. Kement a verzh a rae ma oa deuet da vout poltreder ofisiel al lez.

Kentañ meneg anezhañ en dihelloù a gaver e miz Kerzu 1541 : marvet e dad Jean Clouet, d'ar gurunenn e ranke madoù un estren degouezhout, met divizout a rae ar roue o leuskel gant e vab, un arzour diskibl d'e dad, hervez ar skrid.


Poltredoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Alexandra Zvereva, Les Clouet de Catherine de Médicis : Chef-d'œuvre graphiques du musée Condé , katalog-diskouezadeg, Somogy, 2002
  • Étienne Jollet, Jean et François Clouet, Lagune, Pariz, 1997, p.280
  • Arlette Jouanna ha Philippe Hamon, La France de la Renaissance, Histoire et Dictionnaire, Robert Laffont, Pariz, 2001
  • Arlette Jouanna (dir.), Histoire et dictionnaire des guerres de religion, 1559–1598, Robert Laffont, « Bouquins », 1998

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.