Frances Villiers, kontez Jersey (St James's 1753 – 1821 Cheltenham) a oa ur serc'h, e-touez un toullad mat a re all, d'ar roue saoz George IV pa ne oa c'hoazh nemet Priñs Kembre,anezhi "ur vaouez a sked er gompagnunezh, un torkad kened ha goapaerezh"[1].

Lady Jersey, poltredet gant Daniel Gardner, deroù ar bloavezhioù 1770.

Bugaleaj ha yaouankiz kemmañ

E 1770, pa oa 17 vloaz e voe dimezet da George Villiers, kont Jersey, un denjentil 34 bloaz, anvet da denjentil kambr-gousket ar roue George III. E 1795 e voe anvet da Vestr ar Marc'h.
40 vloaz e oa an itron e 1793, mamm dek bugel, ha mamm-gozh ouzhpenn, pa grogas he darempred gant an danvez-roue George IV.


He bugale kemmañ

Chomet e oa dimezet da George Villiers a-hed he buhez. E 1805 e varvas George Villiers goude bevañ un hir a briedelezh hag engehentiñ dek bugel:

Pried he mab George, Sarah hec'h anv, anavezet ivez evel Lady Jersey, a oa e penn a-raok ar c'hiz ( le bon ton e-pad Regency Priñs Kembre hag e ren evel George IV ar Rouantelezh-Unanet.

Lady Jersey a varvas e Cheltenham hag a voe beziet e Middleton Stoney e bez an tiegezh Villiers.

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Martin J. Levy, 'Villiers, Frances, countess of Jersey (1753–1821)', Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004; online edn, May 2008