Franceville zo ur gêr eus Gabon, pennlec'h proviñs Haut-Ogooué, e reter ar vro. War-dro 56 000 annezad a oa enni e 2010.

Savet e voe war kêriadenn Masuku e 1880 gant Pierre Savorgnan de Brazza hag a stalias eno sklaved dieubet.