Daou c'her brezhonek zo, Frank ha frank. Liammet ez int gant ar frankiz, a-dost pe a-bell, o-daou.

Anv-kadarn kemmañ

Frank, Franked, anv ur bobl germanek a aloubas ul lodenn eus Galia, hag a savas meur a rouantelezh enni da gentañ, hag un impalaeriezh goude e kreiz Europa an IXvet kantved.

Anv-tud kemmañ

 
Frank Sinatra c. miz Here 1957, e-pad enrolladenn e albom Come Fly with Me.

An anv-familh hag ar raganv Frank zo a orin alamanek. Ar raganv a vez kavet stank a-walc'h er broioù saoznek hag aet eo da vezañ roet muioc'h-muiañ er re-all. Frankie zo ur berranv implijet er Stadoù-Unanet dreist-holl.

Implijet e vez Frank evel ur berranv eus Francis ivez er broioù saoznek.

Tud brudet kemmañ

Anv-gwan kemmañ

Meur a adster en deus, hag implijet eo e meur a droienn :

  1. frank a denn d'ar Franked pe d'ur Frank;
  2. frank zo bras, ledan : frank eo an ti'
    • evel er c'hrennlavar : Ar c'hlask a zo stank, ar c'havoud n'eo ket frank
    • evel en droienn: Digor-frank
    • evel el lesanv gast Chanig Digor-Frank
    • evel en droienn Frank eo toull e c'houzoug, diwar-benn ul lonker
  3. frank a zo un anv-gwan a glot gant an anv-kadarn frankiz, hag a dalv kement ha distag, diere, diliamm, dishual, diac'hub,

Gwelout ivez kemmañ

  • Franz, anv-badez alamanek
  • Franck, anv-tiegezh germanek ha doare-skrivañ gallek an anv-bihan
  • Frañsez, anv-badez brezhonek
  • Francis, anv-badez saoznek