Un elfenn gimiek eo ar frankiom ; Fr eo e arouez kimiek, 87 e niver atomek ha 223 e mas atomek. Ur metal alkaliek eo.

Frankiom
RadonFrankiomRadiom

Cs
Fr
Taolenn beriodek, Frankiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 87
Rummad kimiek Metaloù alkaliek
Strollad 1
Trovezh 7
Bloc'h s
Tolz atomek [223]
Aozadur elektronek
[Rn] 7s1
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +1
Oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 0,7 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 392,96 kJ/mol
Skin atomek 3,48 Å
Skin kenamsav 2,42 Å
Skin Van der Vaals 348 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Gaz
Douester (≈20 °C) 2,90 g/cm3
Teuzverk 21 °C
Bervverk 650 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn
?
(Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder)

Nebeut-tre a frankiom a gaver en natur : jedet ez eus bet n'eus nemet 30 g a frankiom en Douar.[1] En un tamm kailh uraniom ne gaver nemet 1 atom frankiom evit 1018 atom ag uraniom (1 atom 87 Fr evit 1 miliard a viliardoù ag 92U).
Eus skinoberiegezh an aktiniom (89Ac, un aktinid) e teu ar frankiom.
Kevanaozet ez eus bet atomoù frankiom dre vombezennaouiñ toriom gant protonoù, hogen a-gementadoù re vihan evit ma c'halljed o fouezañ.

Istor kemmañ

Adal 1870 e voe klasket an elfenn a vije 87 e niver atomek, da lavaret eo dindan ar c'heziom 55Cs e strollad 1 an daolenn vareadek ; eka-cæsium e voe anvet da c'hortoz.
E 1925 ez embannas ar c'himiour soviedel D. K. Dobroserdov bezañ dizoloet eka-cæsium, a anvas rusiom evel-just. Ne glaskas ket pelloc'h.
Ur bloavezh diwezhatoc'h e voe daou gimiour saoz, Gerald J. F. Druce ha Frederick H. Loring, oc'h ober alkaliniom eus an hevelep elfenn.
E 1930 e voe tro an Amerikan Fred Allison d'he envel virginium 87Vi, hervez Virginia, ar Stad ma oa bet ganet. E 1934 e prouas an Amerikan H. G. McPherson e oa fazius labourioù F. Allison.
E 1936 e kredas ar fizikour rouman Horia Hulubei hag e genlabourez Yvette Cauchois, a Vro-C'hall, bezañ dizoloet an elfenn ivez, a anvjont moldaviom diwar Moldavia,bro c'henidik H. Hulubei. E 1939 e savas ar Priz Nobel Jean-Baptiste Perrin a-du gant ar moldaviom hag a-enep ar C'hallez all Marguerite Perey, he devoa embannet bezañ diskuliet an elfenn e Pariz en hevelep bloavezh.

Gant M. Perey e oa aet ar maout e gwirionez, p'he devoa tennet frankiom eus aktiniom 227Ac. An anv actinium-K a roa-hi d'an elfenn nevez, hag e 1946 e kinnigas catium diwar kation. Pa 'z eas he c'helennerez Irène Joliot-Curie enep an anv-se, a raje dave d'ar ger saoznek cat "kazh" kentoc'h eget da gation e kinnigas M. Perey an anv francium, a voe degemeret gant an IUPAC e 1949[2].

Perzhioù kemmañ

Kimiek kemmañ

Par da re ar c'heziom eo perzhioù kimiek ar frankiom.[1]

Izotopoù kemmañ

Bez' ez anavezer 33 izotop eus ar frankiom, an hini stabilañ o vezañ 223Fr (o tont eus 227Ac) gant un hanter-vuhez a 22 vunutenn hepken. An izotop naturel nemetañ eo.[1]

Arver kemmañ

Hini, ker ral ha distabil eo an elfenn.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Webelements (en) Liamm oberiant 22 HER 2012
  2. International Union of Pure and Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 22 HER 2012


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok