Frederick William Kwasi Akuffo (21 a viz Meurzh 1937 - 26 a viz Even 1979) a oa ur soudard hag ur politikour eus Ghana.

Kemer a reas ar galloud gant un taol-Stad d'ar 5 a viz Gouere 1978 a zistroadas Acheampong. Distroadet e voe d'e dro en un taol-Stad aozet gant Jerry Rawlings d'ar 4 a viz Even 1979. Fuzuilhet e voe teir sizhun goude.