Departamant Gênes a oa un departamant gall e gwalarn Italia, da vare an diktatour Napoleone Buonaparte. Genova e oa ar pennlec'h.

Skoed kêr Genova en amzer an impaleriezh c'hall

An anv kemmañ

Dont a ra an anv eus anv gallek ar gêr italian a zo Genova hec'h anv.

Istor kemmañ

Krouet e voe departamant Gênes e 1805 pa voe staget Republik Genova, anvet neuze Republik Ligur (Repubblica Ligure, en italianeg ), ouzh Bro-C'hall. Un darn eus departamant Marengo, krouet e 1801, a voe staget, ouzhpenn da se, ouzh an departamant nevez.

Eus ar Republik Ligur e teue kêrioù Genova ha Novi Ligure; eus departamant Marengo e teue kêrioù Bobbio, Tortona ha Voghera, hag o zrowardroioù.

Arondisamantoù kemmañ

Rannet e oa an departamant en arondisamantoù (circondari, en italianeg), hervez ar c'hiz c'hall, . Pemp a oa anezho : Gênes (Genova), Bobbio, Novi Ligure, Tortona ha Voghera. Ha pep hini anezho a oa rannet etre kantonioù :

Diskar kemmañ

Diskaret e voe an departamant, evel departamantoù gall all Italia, war-lerc'h faezhidigezh Napoléon Bonaparte e 1814. Klasket e voe adsevel ar Republik Ligur, met e Kendalc'h Vienna e voe roet douaroù Republik Genova da Rouantelezh Sardigna.

Rannet eo douaroù departamant Gênes hiziv an deiz etre peder froviñs Genova, Piacenza, Alessandria ha Pavia, ha peder rannvro Liguria, Piemonte, Lombardia hag Emilia-Romagna