Ur meziant keweriañ ar skeudennoù bitmap eo GIMP (tresañ, daskemmañ, bliverezh, h.a.).

GIMP (GNU Image Manipulation Program)
Diorroer The GIMP Development Team
Kentañ stumm Miz Genver 1996
Stumm diwezhañ d'ar 7 a viz Here 2020 (2.10.22)
Endro Lies-savenn
Yezhoù Lies-yezh, 52 yezh evit GIMP 2.6 gant 37 troet penn da benn hag ar re all ul lodenn nemetken.
Doare Embanner skeudennoù
Skrivet e C (yezh) (GTK+)
Lañvaz GNU General Public License
Lec'hienn web www.gimp.org


Kinnig ur benveg labour all, digoust, hag Adobe Photoshop, gant ur c'hetal un tamm disheñvel a oa pal ar meziant-mañ.

Talvezout a ra GIMP GNU Image Manipulation Program, da lavarout eo « goulev GNU da zornata skeudennoù », gwechall e veze lavaret General Image Manipulation Program. Krouet eo bet ar raktres gant Spencer Kimball ha Peter Mattis e 1995.

Da gentañ penn e oa tonket d'ar reizhiadoù korvoiñ Unix, GNU/Linux ha Darwin (diazez Mac OS X). Gant Microsoft Windows ez a en-dro ivez, avat. Wilber an hini eo hudellig GIMP.

Evel ma 'z eo meneget gant e anv, emañ GIMP e-kreiz raktres GNU.

Pakad Skrammad kemmañ

 

Liammoù diavaez kemmañ