Galv Cthulhu (e saozneg: The Call of Cthulhu) a zo unan eus danevelloù brudetañ ar skrivagner amerikan Howard Phillips Lovecraft.

Tresadenn eus Cthulhu, hervez un arzour, p'emañ o kas war-lerc'h al lestr e Galv Cthulhu.

Savet eo an danevell evel un heuliad darvoudoù skrijus, holl anezho kontet gant an daneveller. Enni ez eus anv eus mojennoù kozh-Noe, hag e-touez ar mojennoù-se emañ hini Cthulhu. Evit ar wech kentañ e-barzh skridoù Howard Phillips Lovecraft eo meneget. E 1926 e oa savet an danevell, ha buan eo deuet da vezañ unan eur re vrudetañ ar skrivagner.

E-kerzh an hañv 1997 e vije bet diguzhet ur son boud-tre anvet bloop. Dianav e chom e orin, met lec'hiet eo e-kichen R'lyeh, ar gêr ijinet gant Howard Phillips Lovecraft.

C'hoarioù kemmañ

Meur a c'hoari (c'hoarioù-rol, c'hoarioù video) a zo bet saver diwar Galv Cthulhu. Ar c'hoari video anvet Call of Cthulhu : "Dark Corners of the Earth" a c'hoarvez en Innsmouth.

Liamm diavaez kemmañ