Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gandalf a zo un hudour en romantoù An Hobbit hag Aotrou ar Gwalennoù bet skrivet gant J. R. R. Tolkien. Ezel eo eus urzh an Istari ha dont a ra da vezañ penn ha mentor Kumuniezh ar Walenn.

Gandalf
literary character, Maiar, fantasy film character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Micherswordfighter, magician Kemmañ
Perzhiad ethe Council of Elrond, War of the Ring, Fellowship of the Ring Kemmañ
Anvet diwarGandalf Kemmañ
Ezel eusWhite Council, Fellowship of the Ring, Istari Kemmañ
Perc'henn warNarya, Shadowfax Kemmañ
Krouet gantJohn Ronald Reuel Tolkien Kemmañ
Dezerc’herIan McKellen Kemmañ
Deiziad embann1937 Kemmañ
Voice actorJohn Huston Kemmañ
A denn da ved ar faltaziTolkien's legendarium Kemmañ
Lec'h produiñSkol-veur Oxford Kemmañ
ArmamentGlamdring Kemmañ
MountShadowfax Kemmañ
Narrative rolemain character Kemmañ
EnemySaoron, Smaug, Saruman Kemmañ
Character typeChrist figure Kemmañ
Gandalf, gant 'Nidoart', 2013
Gandalf evel hudour gwenn

Evel hudour ha douger ur Walenn a c'halloud en deus ur beli bras

Anvioù kemmañ

run Certh Nnn. 19 "G", implijet gant Gandalf evel arouez pe evel siell

Tolkien en doa tennet anv Gandalf eus hini Gandálfr, ur c'horr er Dvergatal, ur roll a anvioù korred er Völuspá[1]. E Norseg e talvez an anv kement ha "elf e bennbazh". Adkavout a reer ar memes skeudenn en anv Tharkûn, a dalvez "den e bennbazh" e Khuzdul, yezh ar Gorrred ijinet gant Tolkien[2].

Gandalf en deus meur a anv hag a lesanv en oberennoù Tolkien. Faramir a ra "ar pirc'hirin gris" anezhañ, ha disklêrian a ra en deus lavaret Gandalf : "Kalz a anvioù am eus hag e kalz a vroioù. Mithrandir ("pirc'hirin gris"}} e-touez an Elfed, Tharkûn evit ar Gorred, Olórin e oan-me em yaouankiz er c'hornôg hag a zo disoñjet, Incánus er su, en norzh Gandalf; d'ar reter ne'z an ket."[3].

E-barzh un dornskrid abred eus The Hobbit ez eo anvet Bladorthin[4]. Er skrid-se e vez graet Gandalf eus ar C'horr a zeuio da vezañ Thorin Skoedderv.

Pep a liv disheñvel o deus mantilli hudourien Douar ar C'hreiz. E-pad ar pep brasañ eus e vuhez evel hudour, mantell Gandalf a oa gris, alese e anv : Gandalf "ar gris" ha Greyhame (tilouet), diwar an hensaozneg hame ("golo, kroc'hen") a vez graet anezhañ e Rohan. Mithrandir eo e anv e sindarin, ar pezh a dalvez "ar pirc'hirin gris" pe "ar reder bro louet". E-kreiz The Lord of the Rings e teu Gandalf da vezañ penn urzh an hudourien, hag advadezet eo Gandalf Wenn. Ar c'hemm statud ha dilhad a zegas un anv all : "ar marc'heger gwenn". Kouslkoude e kendalc'h an Elfed da envel anezhañ Mithrandir. A-wezhioù e The Lord of the Rings, ez a e enebourien outañ gant lesanvioù evel : kaner fall (Stormcrow), Láthspell ("Keloù fall" e hensaozneg), ha "Foll gris"[5].

Buhez kemmañ

Valinor kemmañ

E Valinor, e veze graet Olórin eus Gandalf[6]. Unan eus Maiar Valinor e oa, unan eus pobl ar Vala Manwë evit bezañ resis. A-hervez e oa ar furañ eus ar Maiar. Daremprediñ a rae daou Valar all : Irmo, rak bevañ a rae en e liorzhoù, ha Nienna, patromez a druez, a gelennas anezhañ. Pa zivizas ar Valared kas urzh an Istari en tu all d'ar mor da Zouar-ar-C'hreiz da guzuliañ ha da skoazellañ ar re a enebe ouzh Sauron e oa graet anv eus Olórin gant Manwë. Olórin a c'houlennas da gentañ bezañ digarezet abalamour m'en doa aon rak Sauron ha ma tiouere an nerzh da dalañ outañ, Manwë avat a respontas e oa muioc'h a abegoù abalamour da se dezhañ da vont di[7].

Evel ar Maiar arall, Gandalf ne oa ket un den tonket da vervel met ur boud damheñvel ouzh un ael e stumm un den. Evel unan eus ar speredoù-se, Olórin a servije krouer ar bed (Eru Ilúvatar) "tan kuzh" ar c'hrouer.

Antreal a reas ar Maiar er bed dindan furm pemp hudour hag e kemeras neuz un den kozh evel sin a uvelded. Roll an hudourien a oa kuzuliañ met morse talañ ouzh nerzh Sauron gant ho hini. Degemeret e vefe gwelloc'h alioù un den kozh uvel gant rouaned hag aotronez Douar ar C'hreiz evit hini ur boud galloudus hag a rofe urzhioù dezhe war-eeun[T 1]

Douar ar C'hreiz kemmañ

Erruout a reas an hudourien e Douar ar C'hreiz pep hini d'e dro, abred e-doug an trede oadvezh. An hini diwezhañ e oa Gandalf. Degouezhout a reas e havroù Mithlond. Seblantout a rae bezañ an hini koshañ hag an hini disterañ met Círdan, ar saver listri, a santas e oa an hini brasañ anezhe kerkent hag o emgav kentañ. Narya, Gwalenn an tan, a roas dezhañ. Sarouman, penn an hudourien, a glevas komz eus an donezon hag a oa feuket e vije bet choazet Gandalf. Hemañ a guzhas mat ar walenn, ha ne ouie nemeur a dud e oa gantañ kent dezhañ kuitaat gant an dougerien gwalennoù all[T 1].

Stennet e oa an darempred etre Gandalf ha Sarouman, penn an Istari. Urzh o doa an hudourien da skoazellañ an dud, an Elfed, hag ar Gorrred, met dre o c'huzulioù hepken. Difennet e oa implijout an nerzh da da vestrañ anezhe. Sarouman avat a zalc'he nebeutoc'h-nebeutañ kont eus an urzh-se[T 1].

Ar C'huzul gwenn kemmañ

Abred e touetas Gandalf ne oa ket un Nazgûl eus igromañser Dol Guldur met Sauron e-unan. Hag eñ ha mont da Zol Guldur[T 2] da zizoleiñ ar wirionez, met tec'het a reas an igromañser razañ. Distreiñ a reas an igromañser da Zol Guldur goude-se gant muioc'h a nerzh[T 2] hag ar C'huzul gwenn a oa savet evit respont d'an dañjer[T 2]. Spi he doa Galadriel e vefe renet ar c'huzul gant Gandalf, met nac'hañ a reas, rak ne felle ket dezhañ bezañ liammet ouzh hini war-bouez ar Valar o doa kaset anezhañ. Choazet e oa Sarouman en e lec'h, abalamour ma oa an hini a oa ar muiañ desket diwar-benn labour Sauron en Eil Oadvezh[T 3][T 1].

Distreiñ a reas Gandalf da Zol Guldur e dañjer e vuhez ha deskiñ en un doare asur e oa Sauron distroet e oa an igromañser. Ar bloaz war-lerc'h e oa galvet ar C'huzul gwenn, ha Gandalf a alias kas Sauron kuit[T 2]. Sarouman, avat, a lavaras d'ar C'huzul e c'hwitfe strivoù anat Sauron evit adkavout ar Walenn Nemeti, dre ma oa bet kaset ar Walenn d'ar mor gant ar stêr Anduin pell zo, hag e oa divizet gortoz. D'ar mare-se avat e krogas Sarouman e-unan da glask ar Walenn tost da Brad an Elestr ma oa bet lazhet Isildur[T 3][T 1].

Erebor kemmañ

El levr Unfinished Tales e skriv Tolkien un tamm hiroc'h diwar-benn an istor a-dreñv An Hobbit. Anv a ra eus ar gejadenn dre zegouezh etre Gandalf ha Thorin Oakenshield, ur roue korr en harlu, e tavarn ar Prancing Pony e Bree. Gandalf en doa rakwelet abaoe ur pennad amzer ar mare ma tarzhfe ar brezel gant Sauron, ha gouzout a rae e oa an norzh e dañjer bras. E ken kaz ma vefe taget Rivendell e c'hallfe an aerouant Smaug ober distrujoù bras. Kenderc'hiñ a reas Thorin e c'halle sikour anezhañ da c'hounit en-dro e rouantelezh kollet en Erebor digant Smaug, hag evel-se e krogas an avantur[8].


 
Ur c'hleze goveliet diwar skouer Glamdring evel m'emañ deskrivet e Aotrou ar gwalennoù

Filmoù ha radio kemmañ

An aktour saoz Ian McKellen a c'hoari Gandalf e filmoù The Lord of the Rings renet gant Peter Jackson etre 2001 ha 2003.

Notennoù kemmañ

  1. John D. Rateliff, The History of The Hobbit eil levrenn, HarperCollins 2007, Appendix III ISBN:978-0-00-725066-0
  2. Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
  3. The Two Towers, levrenn IV, pennad 5, "The Window on the West"
  4. John D. Rateliff The History of The Hobbit levrenn I Mr. Baggins, HarperCollins, 2007 pennad I(b) ISBN 978-0-00-725066-0
  5. Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
  6. Unfinished Tales, lodenn 4, pennad 2, "The Istari"
  7. Unfinished Tales, part 4, ch. 2, "The Istari"
  8. Unfinished Tales, part 3, 3, "The Quest of Erebor"

Daveoù kemmañ

E skridoù Tolkien kemmañ

Diskouez a ra ar roll-mañ lec'h pep arroud e skridoù tolkien.
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Unfinished Tales, part 4, ch. 2, "The Istari"
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 The Return of the King, Appendix B.
  3. 3,0 ha3,1 The Silmarillion, "Of the Rings of Power and the Third Age"


E skridoù all kemmañ