Ar bobl garifuna, pe garinagu zo ur bobl hiron, diwar sklaved afrikan hag Indianed karib hag arawak, e meur a rannvro eus Kreizamerika ha war aodoù ar Mor Karib. E gwirionez e vez laret "garífuna" eus an den hag ar yezh, ha garinagu eus ar bobl. Anavezet int ivez evel Indianed du (indios negros) pe Karibed du. Braskontet e vez ez eus 600 000 anezho en Honduras, Belize, Guatemala, Nicaragua, hag ivez SUA. Mont a reont d'ober 10% eus poblañs Belize e Kreizamerika. Ur yezh arawak eo a gomzont.

Banniel ar bobl Garifuna
Strewet eo ar bobl garifuna a-hed an aod karib eus Belize da Nicaragua.
Prosesion garifuna da Ouel San Isidro e 1996, e Guatemala.

An anv kemmañ

Garifuna (pe Garífuna) eo an anv-gwan a vez graet gantañ pa reer meneg eus pobl ha yezh ar Garínagu. En o yezh eo an unander eo Garifuna (pe Garífuna), hag al liester eo Garinagu.

Bevañ a reont a-hed aod ar Mor Karib, e Belize, Guatemala (e Livingston (Guatemala)), Nicaragua hag Honduras (war-dro e bae Trujillo) , war an douar-bras hag en enez Roatán.

Un toullad zo aet da chom da SUA, da Los Angeles, New York pe Houston.

Deiz broadel kemmañ

Un deiz zo bet lakaet da Ouel Broadel ar bobl garifuna, d'an 19 a viz Du, anvet Settlement Day, da lidañ deiz o distro e 1823 goude ma oant bet dastumet ha kaset gant ar Saozon war inizi er-maez da Honduras.

Kan broadel kemmañ

Ur c'han broadel o deus, anvet en o yezh Bufanidira Yurumei Tagueira Wayunagu.

Pennadoù kar kemmañ