Muzio Attendolo (28 a viz Mae 1369 - 4 a viz Genver 1424) a oa ur c'hondottiero italian er XIVvet ha XVvet kantved. Gantañ an hini e voe diazezet al lignez Sforza.

Muzio Attendolo Sforza.
Giacomo (Muzio) Attendolo Sforza en ul livadurig

E anv kemmañ

Giacomo pe Jacopo Attendolo e oa e anv gwir. Muzzo pe Muzio a oa berradur e lesanv, Giacomuzzo. Goude e voe lesanvet Sforza.

E vuhez kemmañ

Ganet e oa e Cotignola e Romagna. E dud a oa tud a ouenn uhel diwar ar maez.

Ren a reas un armead soudarded evit Bologna ha Firenze en emgann Casalecchio.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Teir gwech e timezas Giacomo Attendolo. Hervez ar skridoù e vez disheñvelik an deiziadoù, ha niver hag anvioù ar vugale.

  • Antonia Salimbeni († 1411), eus Siena e oa e bried kentañ, ur mab o doe:
  • En 1414 e timezas da g-Catarina (lesanvet Catella) Alopo dei Baroni Piscopo d'Alopo, ha daou vab o doe:

Menegiñ a reer ivez ur verc'h, Giovanna, ganet a-raok Leonardo. Koulskoude n'emañ ket Giovanna er wezenn-diegezh .

Re all en doe gant Tamira di Cagli

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ