Giulia Farnese (ganet e Canino en 1474, marvet e Roma d'an 23 a viz Meurzh 1524) a oa ur vaouez kenedus-meurbet, lesanvet Giulia la Bella, hag a oa serc'h d'ar pab Alesant VI. Hervez ar c'hardinal Lorenzo Pucci e oa brav da welout; hervez Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, he devoa un daoulagad du-teñval.

Plac'h ar marc'h-kornek . Poltred Giulia Farnese gant Domenichino.
Plac'h ar marc'h-kornek . Poltred Giulia Farnese gant Luca Longhi

He buhez kemmañ

Yaouankiz kemmañ

Ganet e oa Giulia e Capodimonte e 1474 war douaroù he zud, war lez lenn Bolsena (hiziv e proviñs Viterbo). Merc'h e oa da Pier Luigi Farnese, condottiero, ha da Giovannella Gaetani, pe Caetani, diskennadez eus lignez Sermoneta a oa hini Benedetto Caetani, ar pab Bonifas VIII. A-raok dezhi e oa ur mab, Alessandro, dilennet da bab en 1534, hag anvet Paol III. Goude-se, e 1478, e voe ur c'hoar, Gerolama, hag ur breur all, Angelo.
Krediñ a reer e tremenas he bugaleaj gant he c'hoar e ti he zud e Capodimonte. Eno e voe savet gant Agnese Di Castro, ur vaouez a voe tommoc'h outi eget he mamm betek he marv. Goude e voe kaset goude d'ur gouent da Viterbo, ha goude c'hoazh da Roma, rak ur palez a oa d'an tiegezh Caetani eno.
Desket e voe, evel ar merc'hed a renk ganti, war ar yezhadur, latin, sonerezh, kan, dañs.
E miz Kerzu 1484 e varvas he zad, ha hi 10 vloaz.

Dimezet da Orsino Orsini kemmañ

Mat e kavas ar vamm, Giovannella, derc'hel d'an emglev a oa bet graet etre he fried Pier Luigi hag ar c'hardinal Borgia diwar-benn kefrisaoù o merc'hed.

E 1489 eta e voe dimezet Giulia, 15 vloaz da neuze, da Orso Orsini, 16 vloaz (ganet e 1473), lesanvet Orsino, kont Bassanello (a zo Vasanello hiziv), eus un tiegezh galloudus e Lazio. Orsino a oa mab da Lodovico hag Adriana de Mila, keniterv d'ur c'hardinal spagnol, Rodrigo Borgia e anv. Orsino a oa kont Nola, met ne oa ket paotr koant: lesanvet e oa bet Monuculus Orsinus, rak born e oa.
E Roma e voe graet an eured, d'an 21 a viz Mae 1489, e ti ar c'hardinal Rodrigo Borgia, hag a vo dilennet da bab Alesant VI un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h. En amzer-se e oa serc'h ar c'hardinal abaoe bloaz da vihanañ. Troet e oa ar c'hardinal gant c'hoari merc'hed, ha da vare eured Giulia en doa ur serc'h, Vannozza Cattanei, ha pevar bugel ganti, hep kontañ un toullad re all amañ hag ahont.

Mont a reas Giulia da-heul he fried da chom da gastell Bassanello. Buan a-walc'h e kavas digarez da vont eus ar gêr, pe da di an tiegezh Orsini, e Monte Giordano, pe da di he mamm-gaer er palez roman e-kichen Iliz Sant-Pêr ma edo Adriana o chom gant Lucrezia Borgia, merc'h yaouank he c'henderv Rodrigo Borgia, c'hwec'h vloaz koshoc'h eget Giulia.

Serc'h Rodrigo Borgia kemmañ

 
Ar pab Alesant VI

Tost da 60 vloaz e oa ar c'hardinal Borgia pa en em gavas gant Giulia, 15 vloaz a boan, ha sot-pitilh e voe ganti kenkent, ma en doe c'hoant da gaout anezhi. Prest e oa Giovannella, he mamm, hag Adriana, he mamm-gaer, da implij galloud Giulia war ar c'hardinal kozh evit sachañ enorioù ha dreiswirioù evit o mibien, Alesandro hag Orsino. Ne voe ket re ziaes da Rodrigo kreskiñ e zastumad maouezed. Er mizioù war-lerc'h hec'h eured e teuas Giulia da vout serc'h ofisiel Borgia, dall gant ar garantez outi. Evit ma vije tostoc'h e serc'h outañ e c'houlennas Rodrigo ma teuje e gendirvi Orsini da chom da balez Santa Maria in Portico, ti Adriana de Mila. N'eus nemet ar paourkaezh Orsino, a zo ret dezhañ c'hoari an dogan kontant, a ranko gortoz e c'hopr e-pad meura vloaz.

Mont a reas Giulia da chom da Santa Maria in Portico hag eno ec'h en em gavas gant Lucrezia Borgia, merc'h ar c'hardinal ha nizez da Adriana a zo karget da zeskiñ anezhi evel ur briñsez a ouenn roueel. Entreze o-div e vo kenemglev ha gwir vignoniezh.

Rodrigo Borgia dilennet da bab kemmañ

D'an 30 a viz Du 1492 e c'hanas Giulia he merc'h nemeti, Laura. Tri miz a-raok e oa bet dilennet Rodrigo Borgia da bab, hag anvet Alesant VI. Kinniget e voe ar bugel evel merc'h Orsino en-ofisiel. Tud zo o deus bet skrivet e tenne ar verc'hig d'ar c'hardinal, ha darvoudoù zo evit kennerzhañ ar vartezeadenn, goude ma voe nac'het gant ar pab e-unan en ul lizher da Giulia. Laura Orsini e oa anv ar verc'hig, ha pennhêrez ar born e oa. Gant ganedigezh Laura e oa kavet un digarez mat da chom pell diouzh kastell Bassanello.
Goude dilennet Rodrigo da bab ne baouezas ket ar Borgia hag ar plac'h Farnese d'en em gavout. N'eo ket serc'h ar c'hardinal eo ken met pried-kleiz ofisiel ar pab e oa deuet da vezañ. Ne baoueze ket an teodoù da vont en-dro diwar he fenn, me veze lavaret concubina papae pe sponsa Christi anezhi.
Ur wech staliet war gador Sant Pêr e krogas ar pab da reiñ profoù d'e harperien, hag en o zouez d'an tiegezh Farnese, a veze trugarekaet evel-se eus ar grasoù a roe o c'hoar d'ar pab. Bloaz goude bout dilennet e voe anvet Alessandro, breur Giulia, da gardinal, pa ne oa nemet 25 bloaz. Hag an teodoù da vont en-dro adarre o welout pegen buan e oa savet Alessandro gant skeul an enorioù ma veze lesanvet il cardinale della Gonnella, damveneg eus ar priz grataet gant tommder e c'hoar. Orsino a voe roet dezhañ ur prof kaer gant ar pab ivez: en 1494 e voe roet dezhañ douar Carbognano.

Dibenn o darempred kemmañ

Adalek 1493 e voe kemmoù bras e-barzh buhez Giulia la Bella. En miz Even, e voe dimezet Lucrezia, 14 dezhi, da Giovanni Sforza, aotrou Pesaro, ha ret dezhi mont di da chom gant he fried. Ha Giulia Farnese d'he heul evel dimezell a enor gant he mamm-gaer Adriana de Mila. Met pa edo Giulia e Pesaro e kavas diaes ar pab bezañ hepti e Roma, ma c'houlennas diganti distreiñ.
Neuze eo e voe aloubet Italia gant armeoù ar roue gall Charlez VIII, hag int war-du Roma, kêr ar pab. Nec'het Alesant o c'houzout n'emañ ket e vestrez e surentez. Goulenn a ra adarre diganti hastañ dont d'ar Vatikan. Met un dra a ya a-dreuz: emañ Angelo Farnese, breur Giulia, war e dalaroù en e gastell e Capodimonte. Ha Giulia, en desped d'ar pab, da di he breur, a gavo nevez lakaet war ar varskaoñ. Ha hi da chom a-hed an hañv e domanioù an tiegezh gant ar breur kardinal. Erru an diskar-amzer: bepred emañ ar Borgia o c'hourc'hemenn ma tistroio e vestrez raktal da Roma, ha setu bremañ ar pried reizh Orsino o c'houlenn digant e wreg dont d'e gaout da gastell Bassanello. Konnar ha rogoni zo er pab pa skriv da Giulia hag Adriana, gourdrouz a ra o eskumunugañ, hagAllessandro hag Orsino Orsini ganto.
Gant goudrouzoù e teu a-benn: setu Giulia, he mamm hag he c'hoarb Gerolama en-dro war hent Roma. Erru nepell diouzh Viterbo, setu charreadeg an itronezed, hag an tregont marc'heg kaset gant ar pab, o chom a-sav dirak an arme c'hall. Ne voe stourm ebet, ha setu pried ar pab etre daouarn e enebourien. Pa gompren ar C'hallaoued piv o deus tapet e kraouiont anezho e kastell Montefiascone, hag e c'houlennont 3000 dugad digant ar pab evit o lezel da vont. Ha Borgia da baeañ rak-tal. Goude tremenet un toullad deizioù e Montefiascone, evel kouviadezed kentoc'h eget evel prizoniadezed, setu an teir maouez en hent adarre, un armead tud gante ouzh o gwareziñ. D'ar 1añ a viz Kerzu e tegouezhjont e Roma, ha kousketa reas Giulia er Vatikan, ma voe pardonet he dichekadennoù gant ar pab.
Koulskoude edo o darempred o vont d'echuiñ buan.

Tec'het eus Roma kemmañ

Aon a oa savet e Roma rak an armeoù gall o tostaat gant ar roue Charlez VIII. Ar pab nefelle ket dezhañ kuitaat ar Vatikan, daoust da alioù e guzulierien. Giulia avat he devoa aon, abalamour d'he merc'h paneveken, ha c'hoant he devoa da dec'hel ar buanañ hag ar pellañ ar gwellañ. Skoazell a c'houlennas digant Alessandro, he breur kardinal, da aozañ he zec'hadenn. Div sizhun a-raok da Charlez VIII erruout e Roma gant e soudarded e skampas Giulia kuit hep kemenn ebet d'ar pab: ne welo ket e serc'h ken.
Da belec'h ez eas Giulia ? N'ouzer ket, met martezeañ a c'haller. Pe da-gaout he fried da gastell Bassanello pe da gastell Carbognano. En 1500 e varvas he gwaz Orsino e Bassanello ha leuskel a reas e vadoù gant e verc'h Laura.

E Carbognano kemmañ

Roud a gaver eus Giulia e fin ar bloaz 1503.


He marv kemmañ

Chom a eure Giulia e Carbognano betek 1522. Neuze e kuitaas ar c'hastell da zistreiñ da Roma ma tremenas daou vloavezh diwezhañ he buhez. D'an 23 a viz Meurzh 1524, e palez ar c'hardinal, he breur, e varvas Giulia Farnese da 50 vloaz, n'ouzer ket eus petra. Dek vloaz goude e voe dilennet ar c'hardinal da bab, hag anvet Paol III. Ral eo ar poltredoù anezhi, ma lavarer e vijent bet distrujet gant he breur pab da ziverkañ koun ar vezh.


Levrlennadur kemmañ

  • Edoardo del Vecchio, I Farnese, Roma, Istituto di studi romani editore, 1972.
  • Angelo La Bella, Rosa Mecarolo, La venere papale, Valentano, Scipioni, 1995.
  • Carlo Fornari, Giulia Farnese. Una donna schiava della propria bellezza. Parma, Silva ed., 1995. ISBN 9788877650559
  • Maria Bellonci, Lucrezia Borgia, Mondadori, collana "Oscar scrittori del Novecento", Milano, 1998. ISBN 88-04-51658-5
  • Antonio Spinosa, La saga dei Borgia, Milano, Mondadori, 1999. ISBN 88-04-48662-7

Liammoù diavaez kemmañ