Giuliano di Lorenzo de' Medici

Giuliano di Lorenzo de' Medici (Firenze 1479-1516), trede mab Lorenzo il Magnifico (1449-1492) ha Clarice Orsini, a oa dug Nemours.

Poltred Giuliano de' Medici, gant Raffaello.


E vreur henañ Piero di Lorenzo de' Medici ne renas nemet daou vloaz e Firenze goude marv o zad rak distroadet e voe e 1494 ha savet e voe ar Repubblica fiorentina. Giuliano ac'h eas da Venezia neuze.

Ren kemmañ

Adsavet e voe galloud ar Medici pa deuas a-benn armeoù ar C'hevre Santel hag ar Spagnoled da skarzhañ eus Italia ar C'hallaoued a oa o skoazellañ ar Repubblica fiorentina. Giuliano a renas neuze e Firenze eus 1512 da 1516.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Dimeziñ a reas e 1515 da Filiberta Savoia (1498–1524). 35 bloaz e oa an den nevez, 18 vloaz ar plac'h nevez, a oa merc'h da Fulup II dug Savoia. E lez Bro-C'hall e voe graet an eured, un dimeziñ aozet dre hanterouriezh e vreur Giovanni, deuet da vout ar pab Leon X. Er bloaz-se e-eeun e voe anvet Frañsez Iañ, niz da Filiberta, da roue Bro-C'hall.

Bugel ebet n'o doe.

Ur mab bastard en doe Giuliano avat, Ippolito de' Medici, a voe kardinal, hag a c'houarnas Firenze adalek 1524 gant Alessandro de' Medici.