Goewin zo ur plac'h yaouank eus pevare skourr ar Mabinogi, Math fab Mathonwy, hag ar bravañ plac'h eus he remzi.

Mojenn kemmañ

Roue Gwynedd eo Math, ha pa ne vez ket brezel e rank e dreid bezañ ouzh kof ur werc'hez, ha Goewin an hini eo.

Un niz d'ar roue, Gilfaethwy, zo orgedet ouzh Goewin. E vreur drouiz a laka brezel da sevel ouzh Pryderi evit rediañ Math da vont d'an emgann, da bellaat ouzh Goewin. Brezel zo, hag e-keit se eo bet gwallet Goewin gant Gilfaethwy.

Pa zistro Math e klev an istor gant Goewin. Gwallet eo bet, n'eo ket gwerc'hez ken, n'hall ket dougen treid ar roue ken, emezi. Dimeziñ a ra Math dezhi neuze, evel dic'haou, hag Arianrhod eo ar werc'hez a gemero he lec'h.

Levrlennadur kemmañ