Goz Europa


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Soricomorpha
Kerentiad : Talpidae
Genad : Talpa
Anv skiantel
Talpa europaea
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Goz Europa (Talpa europaea) a zo ur bronneg turier hag a sav garidennoù dindan zouar.

Doareoù pennañ kemmañ

War-dro 100 g eo he fouez hag etre 10 ha 15 cm hirder he c'horf. Damzall eo ha bihan eo he daoulagad kuzhet a-dreñv he feur. He blevennoù a c'hell pladañ war a bep seurt tu ha gant se e c'hell ar c'hoz mont war-raok koulz ha kilañ digudenn en he garidennoù.

En em vagañ a ra diwar buzhug dreist-holl. Pa vez niverus he freizhoù e vir anezho a-gostez.

Padout a ra an dougen 4 sizhun ha ganet e vez 3 pe 4 c'holen dre dorad.