Goz c'hodellek ar su

Goz c'hodellek ar su


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Notoryctemorphia
Kerentiad : Notoryctidae
Genad : Notoryctes
Anv skiantel
Notoryctes typhlops
Stirling, 1889
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Goz c'hodellek ar su (Notoryctes typhlops) a zo ur bronneg godellek turier hag a vev e dezerzhioù Aostralia.

Doareoù pennañ kemmañ

War-dro 50 g eo he fouez ha 15 cm hirder he c'horf goloet gant ur feur melen. Bihan eo he daoulagad hag he divskouarn.

Turiañ a ra ar c'hondon gant he moj kornek ha skilfoù he favioù a-raok. Skarzhañ a ra an douar pe an traezh gant an tri skilf tev a zo ouzh he favioù a-dreñv. Dre ma tisac'h an traezh ne chom garidenn ebet war he lerc'h.

En em vagañ a ra diwar togoù-touseg, torzhelloù, preñved, glazarded... Ar c'hwesha hag ar stekiñ eo an div skiant a ra ganto evit tapout he freizhoù.

Ur c'holen pe zaou a c'hell mont e godell ar barez. War an a-dreñv e tigor ar c'hodell-se, kuit da vezañ leuniet gant douar pa vez ar c'hoz o turiat.