Gregory Macalister Mathews[1], bet ganet d'an 10 a viz Gwengolo 1876 e Merrygoen (Sukembre-Nevez, Aostralia) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1949 e Winchester (Hampshire, Bro-Saoz), a oa un evnoniour amatour aostralian.

Redek a reas an dour d'e vilin a drugarez d'an arc'hant en devoa postet er mengleuzioù ha mont a reas da Vro-Saoz e-tro 1900.

A-gevret gant an evnoniour breizhveuriat Tom Iredale (1880-1972) ec'h embannas daouzek levrenn The Birds of Australia etre 1910 ha 1927.

Ar garg a rener eus ar British Ornithologists' Club a zalc'has adalek 1935 betek 1938. Lakaet e voe da ezel eus Most Excellent Order of the British Empire (MBE) e 1939 en abeg d'ar servijoù en devoa rentet d'an evnoniezh.

Listenn al laboused studiet gantañ kemmañ

Kerentiadoù kemmañ

Genadoù kemmañ

Spesadoù kemmañ

Corvus mellori ha tasmanicus,
Fregata andrewsi ha magnificens, Fregetta maorianus (satanig Zeland-Nevez),
Philemon yorki, Pomarea whitneyi[3] (monark Fatu Hiva), Puffinus bannermani[2],

Isspesadoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ober a reer gant ar berradur Mathews e metoù al loenoniezh.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 A-gevret gant Tom Iredale.
  3. A-gevret gant Robert Cushman Murphy.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: