Ar Grupo Anaya zo ur bodad embregerezhioù spagnol ennañ meur a embanner.

Istor kemmañ

An Ediciones Anaya zo bet savet en Salamanca en 1959, gant Germán Sánchez Ruipérez. Da gentañ ne veze embannet nemet levrioù-skol. Goude-se e voe kroget gant dastumadoù nevez a zo deuet da vout embregerezhioù all. Evit an oberennoù a lennegezh eo e voe krouet, en 1973, an Ediciones Cátedra hag Ediciones Pirámide.

E 1979 e voe krouet an Edicións Xerais e Galicia, a gemeras perzh bras e diorren ar sevenadur galizek.

En 1980 e voe krouet Editorial Barcanova e Katalounia. Ar Grupo Anaya zo bremañ e-barzh ar Grupo Lagardère abaoe Genver 2004.

Embregerezhioù ar Grupo Anaya kemmañ

  • Algaida
  • Alianza
  • Anaya Educación
  • Anaya Infantil Y Juvenil
  • Anaya Multimedia
  • Anaya Touring Club
  • Barcanova
  • Cátedra
  • Larousse
  • Oberon
  • Pirámide
  • Tecnos
  • Vox
  • Xerais

Liamm diavaez kemmañ