La Guajira zo un departamant eus Kolombia.


Guajira zo un doare kanaouenn hengounel eus reter Enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer en Enez Kuba.
Buhez kouerien Kuba eo dodenn ar guajiras peurliesañ.

Kanaouennoù e 4/4 eo ar guajiras, kanet goustad, eilet gant ar gitar, tost d'ur son.
Espinelas[1] eo ar c'homzoù, da lavaret eo pozioù dek gwerzenn eizh silabenn enno, savet diwar-benn buhez ar guajiras – ar gourerezed kuban.

Jorge Anckermann (La Habana 1877-1941) a vez lakaet da dad ar Guajira a-c'houde e ganaouenn El arroyo que murmura ("Hiboud ar wazh-dour", ha "hiboud tud ar straedoù" ivez)[2],[3].
Guantanamera, savet e 1928 gant Joseíto Fernández, eo ar guajira brudetañ e-maez Kuba.

Brud kemmañ

Gant Guillermo Portabales, kaner ha gitarour, eo bet brudet ar guajira. E zoare kran da ganañ zo deuet da vezañ anvet guajira de salón. Kanet en deus e ganaouennoù dre Amerika, traoñ ha krec'h, adalek ar bloavezhioù 1930 betek 1970, pa varvas en ur gwallzarvoud e Puerto Rico.

Un nebeud guajiras kemmañ

Un doare guajira a vez sonet e New York abaoe ar bloavezhioù 1960, gant elfennoù cha-cha-cha e-barzh, evel El ratón ("Al logodenn") kanet gant Cheo Feliciano.

Liammoù kemmañ

Notennoù kemmañ