Gustav Klimt (Baumgarten, Impalaeriezh Aostria, 14 a viz Gouhere 1862Wien, Aostria-Hungaria, 6 a viz C'hwevrer 1918) a oa ul livour aostrian-hugariat "simbolour", unan eus brudetañ al luskad "Arz nevez" e Wien.

Gustav Klimt e 1914

Buhez kemmañ

Ganet e oa Gustav Klimt d'ar 14 a viz Gouhere 1862 e Baumgarten, nepell diouzh Wien, hag eñ an eil bugel en un tiad seizh a vugale. Mab e oa da Ernest Klimt, orfebour kizeller, ha da Anna Finster, kanerez lourennek. Paotr yaouank kozh e chomas, o vevañ gant e vamm hag e c'hoarezed. Daoust da se en devoa kalz a serc'hed hag a vugale. Mervel a eure d'ar 6 a viz C'hwevrer 1918 e Wien, odaet 55 bloaz, diwar ul lamm-kalon koublet gant ar "grip spagnol" a oa o redek dre ar bed er bloaz-se ; bezieet e voe eno e bered Hietzing, Wien[1].

En dienez e veve p’edo o teskiñ er Vienna Kunstgewerbeschule, skol an arzoù kaer hag arzoù neuziañ, deuet da vezañ ur C’hunstschule bremañ. Asantet noa deskiñ livañ hervez reolennoù al livouriezh klasel, mirelour, e-se e c’hentañ labourioù a c’hellfer rummata evel akademikel. E vreur Ernst, a zaio da engravour a-vicher evel e dad, hag e oant o teskiñ en hevelep skol an arzoù kaer. Kroget o doa an daou vreur asambles gant Franz Matsch da labourat a gevred e 1880 hag e savjont ur c’hevre “Kompagnunez an Arzour”. Gant o c’helener war an arzoù e livjont alegoriennoù ouzh mogerioù ha leinoù salioù meur, ar C’hunsthistorisches Museum e Vienna, lec’hiet er Ringstraße. E skol-veur München hag hini Vienna e voe ezel Klimt. E 1892 e varvas e vreur hag e dad, diwar-neuze e rankas sammañ kiriegezhioù, evit tiegezh e dad hag hini e vreur. Merket don e voe e zoare livañ gant an drajedienn-se, ha gant ar wirionez noaz: (nuda veritas), awenet ivez gant ivez hen Hellaz, ha Bro Ejipt. Hervez istorourien zo, nije kritiket Klimt politikerez an habsburged ha gizioù ar gevredigezh Aostrian. Gant Emilie Louise Flöge e kejas, un dizainourez dilhad ar c’hiz, dre hanterouriezh e c’hoar, e skoulmas liammoù kreñv betek fin e vuhez. The Kiss 1907, zo ul livadur a zo sañset taolenniñ anezho evel karidi. Sevenour ha prezidant ar Wiener secession e oa e 1897 hag ar gelaouenn Ver Sacrum (an nevez amzer sakr). Reiñ tro d’an arzourien yaouank diananv da embann ha da skignañ o labour a oa mennadoù ar strollad, gant ur gelaouennig skignañ. Hervez komzoù Wagner, treuzfurmiñ ar bed dre hanterouriezh an arz, warf pebez uhelvennad. Dle a rafe an arz lakaat spered an dud da uhelaat, da greskiñ a-benn bezañ kludet, ‘vel Nietsche pintet war e menez, a-uc’h d’an hollved ha pellaat ar muiañ posupl diouzh an arz akademikel, a rene war ar mac’had d’ar c’houlz-se. Ur respont e oant en ur mod d’an arz Nouveau e Frañs hag d’ar Jugendstil o tiwanañ, en alamagn. N’o doa ger-stur striz ebet d’en em dermeniñ, kavet e veze en o zouez stil naturalour, gwirvoudelour, kement hag an hini  arouezelour. Harpet e voent gant ar gouarnamant, a roas ur feurm izel war domani publik evit lakaat sevel ur sall diskouezadegoù. Philosofi, Medisine, ha Jurisprudence: setu tri anv e livadurioù a gaved e sall vras skol-veur Vienna, a voe kritiket garv gant an arbennigourien abalamour d’an dodennoù re radikal ha d’an danvez re bornografek skeudennet ganto. Distummet noa un alegorien hengounel leun a arouezelezh enni, a-benn sevel ur yezh nevezoc’h, troet war ar sex, hag ar vuhez gadal, pezh a zirenkas darn zo eus ar bed politikel, kenedel, koulz ha relijiel. 87 kelener war an arzoù e skol-veur Viena a voe estonnet hag a glemmas ouzh Klimt, hag aet an afer betek ar Parlamant Aostrian. Pa zevas ar c’hastell Immendorf e miz Mae 1945 e voe pulluc’het an teir oberenn, e-mesk dek livadur all, en o zouez re Schubert ouzh ar piano, Mignonezed, Wally (poltred), Ar Sonerezh. Adalek 1897, e krogas Klimt da dremen e hañvezhioù gant Emilie Flöge e kêr Kammer ha bro an Attersee, ma live e c’hentañ gweledvaoù. 1898, e krouas ur skritel evit ar c’hentañ diskouezadeg evit lid-digoradur ar secession. Skeudenniñ a rae Théséé, noaz ran, o palvata ar Minotaure. Berzet e voe ar skritel-se gant an aotrouniezh Viennad ha kuzhet lodenn reizh Théséé, pezh a lakaas an aotroù Klimt da-vat da fuloriñ.

Oberennoù pennañ kemmañ

A-dreuz an amzer kemmañ

Nebeut-ha-nebeut e pellaas Gustav Klimt eus an doare akademikel davit e stil dezhañ, a weler o tiorren adalek ar bloaz 1900, pa oa 38 vloaz dija.

Bloavezhioù 1880
Bloavezhioù 1890
Bloavezhioù 1900
Bloavezhioù 1910

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Natter, Tobias G. Gustav Klimt – Tout l'œuvre peint. Köln : Taschen, 2017, 676 p. (ISBN 978-3-8365-6289-8)

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar kemmañ

Nptennoù kemmañ

  1. (fr) Find a Grave. Kavet : 03 C'hwe 2022.