Guy Le Lay zo ur strilher ha sistrer, ganet e 1947 e Ploveilh ha marvet d'ar 24 Meurzh 2023. Gantañ e voe krouet ar wiski kentañ fardet gant ed-du, Eddu e anv. Kaset en doa e dri mab da Skol Diwan Kemper e 1977 ha souten a reas ar brezhoneg hag an an deskadurezh vrezhonek. Aozet en deus abadennoù sonerezh Breizh en e gumun ivez[1].

Buhez kemmañ

Derc'hel a rae e dud-kozh un ostaleri-ispisiri e bourc'h Ploveilh hag aet e oant da lambigerien adal 1921. E 1927 e voe staliet al lambigerezh e kêriadenn Pont-Menhir, nepell diouzh tri maen hir war vord an hent. Goude bezañ bet kelenner matematik e Pleiben, e-pad pemzek vloaz, Guy le Lay a adkemeras, e 1986, an embregerezh sistrañ ha lambigañ dalc'het gant e dad, René, ken e klaskas sevel ur strilherezh difiñv ha ledanaat ar produioù.

Embreger ha difenner sistr Kerne kemmañ

Dindan an anvadur Strilherezh ar Mein hir (Distillerie des Menhirs) e talc'has da ziorren ha staliañ hent nevez ar sistr produet e Bro-Gerne[2]. Gounezet e voe an droed d'ober bruderezh evit sistr ar vro gant an anvadur orin gwarezet (AOG) termenet evit sistr Fouenant ha sistr Kerne e 1990.
Roet en deus brud d'al lambig fardet e Breizh ivez. Un evaj hengounel all a voe da wellaat evit ledanaat ar gwerzhioù hag an avaleg a voe anavezet muioc'h-mui evit bezañ kinniget evel un digor-kalon.

Krouer ur wiski nevez kemmañ

Eñ eo ar c'hentañ den en deus soñjet ober wiski gant ed-du hag, hervez e wreg, en doa malet gant ur vilin-gafe ar garg kentañ[3]. O vezañ m'eo diaes produiñ ha gwerzhañ ur wiski nevez pell diouzh Bro-Skos e teuas Guy Le Lay a-benn, e 2002, da lakaat ar wiski Ed-du da vezañ brudet mat ha da dizhout ur c'halite uhel a-walc'h dre ar c'hoshaat. Posupl e oa sevel ur wiski breizhat gant alioù an arbennigourien etrebroadel war an alkool, evel Robert Léauté[4].

Levrlennadur kemmañ

  • Anne-Marie Le Lay, Eddu, 100 ans d’histoire(s) d’une distillerie familiale, 2021. Savet gant gwreg Gi al Lae ha gwerzet gant La Distillerie des Menhirs.

Lec'hienn an embregerezh kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Guy Le Lay, créateur du whisky Eddu n'est plus. E-barzh Ouest-France Dimanche, 26 Meurzh 2023.
  2. https://www.routeducidre-cornouaille.bzh/
  3. [1] Catherine Merrer, Un livre pour les 100 ans de la Distillerie des Menhirs, à Plomelin. E-barzh Le Télégramme, 15 Mezheven 2021.
  4. Catherine Merrer, Un livre pour les 100 ans de la Distillerie des Menhirs, à Plomelin. E-barzh Le Télégramme, 15 Mezheven 2021.