Bro warezet Arabia ar Su

(Adkaset eus Gwarezva Arabia ar Su)

Bro warezet Arabia ar Su (pe Gwarezvro Arabia ar Su) a oa un tiriad e kreisteiz ledenez Arabia, eno ur strobad sultaniezhioù o doa sinet un emglev gant ar Rouantelezh Unanet da vezañ gwarezet ganti. Dibabet e voe gant Mahra, Stad Kathiri, Stad Qu’aiti ha Yafa Uhelañ menel e-maez Kevreadur Suarabia, un tiriad dindan dalc'h ar Saozon en-dro da Aden. Savet d’an 18 a viz Genver 1963 ne bado ket en tu all d’an 30 a viz Du 1967, pa voe dismantret ar rouantelezhioù bihan ha savet Republik Pobl Yemen ar Su.

Arabia ar Su
Arabia ar Su

Gwarezvro Arabia ar Su kemmañ

 
Banniel ar c'hevredad 1965

29 timbr a voe embannet e 1963 dindan anv ar c'hevredad (Federation of South Arabia) en o zouez timbroù-lidañ dreist-holl : 100vet deiz-ha-bloaz ar Groaz Ruz, 20vet deiz-ha-bloaz Aozadur ar Broadoù Unanet , marv Winston Churchill...

Gant postoù pep sultanelezh e voe embannet kalzig timbroù, an darn vrasañ gouestlet da daolennoù livourien Europa brudet. Peadra d’en em c’houlenn hag implijet int bet gant tud ar vro pe gwerzhet war-eeun da varc’hadourien timbroù…


Stad Qu’Aiti Hadramaout kemmañ

 
Livadur Boticelli

War bep timbr e lenner QU’AITI STATE IN HADRAMAOUT - SOUTH ARABIA , hag e weler war galzig anezho poltred ar Sultan. Livadurioù Edgar Degas, re Leonardo Da Vinci pe Vincent van Gogh (ha reoù all !) mui ar C’hoarioù Olimpek a ya d’ober danvez an timbroù.

Mahra kemmañ

 
Timbr Mahra 1967

Un 40 timbr bennak zo embannet gant ar vroig, ha war-bouez ar rummad kentañ moullet e 1967 a ginnig ar banniel broadel, n’o deus an timbroù liamm ebet gant ar vro hag e fobl.

Stad Kathiri Seiyun kemmañ

 

Un toullad timbroù gant ar meneg ADEN KATHIRI STATE OF SEIYUN a oa bet embannet etre 1942 ha 1964, hag ur darn anezho a voe dreistmoullet gant ‘’SOUTH ARABIA’’ e 1966, e saozneg hag en arabeg evit diskouez n’eo mui Seiyun un isrann eus Aden. Ingalet e vo war-lerc’h timbroù evit enoriñ Winston Churchill, Nehru ha Kennedy, taolennoù Toulouse-Lautrec

Yafa Uhelañ kemmañ

 
Timbr Yafa Uhelañ 1967

Timbroù embannet e 1967 hepken.

Pennadoù kar kemmañ