Gweltaz (sant)

skrivagner gallek

Gweltaz (war-dro 500 – 570), anavezet ivez evel Gildas Sapiens [1] (Gweltaz ar Fur), zo ur manac'h brezhon eus ar VIvet kantved, anavezet dre e skridoù, ma vez lavaret eo ar c'hentañ istorour brezhon. Lidet e vez gouel sant Gewaltz d’an 29 a viz Gwengolo.

Delwenn da sant Gweltaz, e Lokentaz
Feunteun da Sant Gweltaz e Lokentaz
Feunteun da Sant Gweltaz e Magor.

E vuhez kemmañ

Ganet e vije e-tal Dumbarton, war lez ar stêr Clyde, er pezh a oa "Hanternoz Kozh" Brezhoned Enez Vreizh. En e oberenn e lavar e oa ganet e bloavezh emgann Badon. Marteze e oa mab da g-Caw, a oa roue Strat Clut, ur vro a zo bremañ e Bro-Skos.

Skoliet e voe Gweltaz e Kembre, e manati Llanilltud Fawr, evel kalz a venec'h brudet eus e amzer, ha gant Samzun ha Paol Aorelian a deuas da Vreizh.

Skrivañ a reas eno an De excidio Britanniae, ar skrid koshañ gant ur Brezhon diwar-benn istor Breizh. Hervez an deiziadoù roet en Annales Cambriae e veve en amzer ar Roue Arzhur nemet n'eo ket meneget anv hennezh en oberenn.

Breizh kemmañ

Hervez a greder e teuas goude da Vreizh, war-dro 520 hag e chomas amañ e-pad seizh vloaz .

Roud a chom anezhañ

Ur manati a savas e Lokentaz, e gourenez Rewiz, gant menec'h all eus Breizh-Veur.

Goude-se ez eas da chom da gichen Glastonbury, e Glad an Hañv (Somerset), e-lec'h ma savas ur peniti. War-dro 544 e teuas en-dro da Vreizh-Vihan hag e chomas amañ betek e varv e 569 pe 570.

Pennad kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Meneg eus ar vojenn db ar sant a zo el levr « Souvenirs de Voyages en Bretagne et en Grèce », Paris, 1864.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Hervez Caradoc Llancarfan.
  2. * Chapel ha feunteun Sant Gweltas e Karnoed : http://marikavel.org/bretagne/carnoet/st-gildas.htm