Gwenole pe Gwennole (ar stummoù Sant Gwenole pe Sant Wenole a gaver er skridoù, sant Nolo pe sant Nole a gaver er yezh komzet) a oa ur manac'h, ganet e 461 ha marvet e 532, a voe abad kentañ abati Landevenneg, er Vvet kantved.

Mab e oa da Fragan (pe Fregan) ha Gwenn, deuet o-daou eus Kembre da Vreizh (dilestrañ a rejont e Breheg hervez ar vojenn) ha graet o annez ganto e Ploufragan. Breur e oa Gwenole da dri sant all : Klervi, Jagud ha Gwezhenneg.

Gwenole hag e c'hoar Klervi, Feunteun Sant Gwenole, e Sant-Fregan.

An anv kemmañ

Gwinvaloe eo ar stumm kozh a gaver e meur a skrid, diwar gwinn, "gwenn".

Istor kemmañ

War-dro 470 ez eas Gwennole da skol sant Budog (pe Beuzeg), war enez Lavred, en enezeg Briad. War-dro 485, p’en doa c’hoant da vont da Iwerzhon da azeuliñ relegoù sant Padrig a oa o paouez mervel eno, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno. Gant unnek eus diskibien sant Budog ez eas Gwenole d’en em ziazezañ war enez Tibidi (un anv zo bet displeget evel ti-pediñ), war aod an Ospital, e genoù stêr ar Faou. Tri bloaz goude, Gwenole a dreuzas ar stêr Aon, gant e venec’h, da vont d'en em staliañ da Landevenneg, en tu all d’an aber. Buan e teuas abati Landevenneg da vezañ ur greizenn relijiel vras e Breizh-Izel. Mervel a reas Gwenole eno, d’an 3 a viz Meurzh 532.

Ar vojenn kemmañ

 
Sant Gwenole en iliz Bourc’h-Baz.

Meneg zo eus Gwennole e mojenn Kêr-Is, hag e Gwerz Ker Is, a-gevret gant hini ar roue Gradlon. War a seblant e oa kuzulier a bouez d'ar roue, evel kalz a dud a iliz er mareoù-se.

Ar sant kemmañ

Gwenole a voe azeulet evel ur sant e Landevenneg, goude e varv. En Xvet kantved, pa oa aloubet Breizh gant ar Vikinged, e tec’has ar venec’h, gant e relegoù. Mont a rejont war-zu ar reter, dre greiz Breizh, en ur chom a-sav meur a wech, e lec’hioù ma vez enoret sant Gwenole dindan meur a anv hiziv an deiz : e Pierig, e Bro Naoned, e Château-du-Loir e-kreiz Bro-C’hall hag a-benn ar fin e Montreuil-sur-Mer e departamant ar Pas-de-Calais. Eno e vez enoret dindan an anv saint Walloy, e Beaumerie-Saint-Martin da skouer[1] ha chom a reas e relegoù betek an Dispac'h gall, pa voent distrujet e 1793.

Anavezout a reer e vuhez dre skridoù savet gant daou vanac’h, Gurdisten (Uurdisten) ha Klemañs, savet o-daou en IXvet kantved. Ur skrid all, lesanvet Buhez verr, zo miret er British Museum e Londrez.

Enoret e vez sant Gwenole e lec’hioù ma oa prioldioù stag ouzh abati Landevenneg : e Konk-Kerne, Enez Sun, Landrevarzeg, Baz-Gwenrann, Préfailles, Lokunole, Lokenole, Sant-Wennole (e kumun Penmarc'h), hag e meur a lec’h all anvet diwar ar sant ha ma’z eus chapelioù gouestlet dezhañ. Enoret e vez ivez e Mousteroù-Raez, e beg suañ Breizh.

E Kerne-Veur e kaver roud anezhañ e meur a lec’h evel Gunwalloe pe Landewednack, ma’z eus ilizoù gouestlet da sant Winwaloe. Hag e kreisteiz Kembre ivez, hervez studiadennoù zo, e vije kavet roud anezhañ e meur a lec’h. Marteze eo bet savet an ilizoù hag ar chapelioù zo gouestlet da sant Gwenole e Breizh-Veur gant diskibien d’ar sant, evel Gwenael.

Lidet e vez gouel sant Gwenole d’an 3 a viz Meurzh.

Levrlennadur kemmañ

  • Tad Marc Simon, Saint Guénolé et l’abbaye de Landevennec. Ed. J-P. Gisserot, 1997.
  • G.H. Doble, St Winwaloe, The Saints of Cornwall, Part II, Oxford, 1962.

Gwelet ivez kemmañ

Dave ha notennoù kemmañ

  1. Clochers de France

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.