Dgèrnésiais
Komzet e:Gwernenez
Komzet gant: 1.327 den (934 flour)
Renkadur hervez
ar familhoù-yezh:

Indezeuropek
 Italek
  Romanek
   Kornôg-Italek
    Kornôg-Italek ar C'hornôg
     Galian-Iberek
      Galian-Romanek
       Galian-Raetek
        Oïl

         Dgèrnésiais
Statud ofisiel
Statud ofisiel ebet e:Gwernenez
Kodoù yezh:
ISO 639-1:
ISO 639-2:
SIL:

Ar gwernenezeg (dgèrnésiais pe Guernésiais) a zo ur yezh normanek komzet e Gwernenez. Ur yezh oïl an hini eo.

Panell e gwernenezeg e kêrbenn an enezenn (Porzh Sant-Pêr)

E 2001 e c'helle 1.327 a dud, da lâret eo 2% eus poblañs an enezenn, komz ar yezh en un doare flour ha 3% he c'homprene mat. Ouzhpenn 70% eus ar gomzerion-se a zo en tu all da 64 vloaz avat. Etre ar re yaouank ne vez komzet nemet gant 0,1% eus an dud, met 14% a gompren ar yezh tamm pe damm.

Dont a reont a-benn, tu pe du, ar wernenezegerion da gompren ar jerzenezeg ha gallout a reont ivez kompren normanded e Bro-C'hall.

N'eo ket bet ken levezonet ar gwerenezeneg gant ar galleg ha m'eo bet ar jerzenezeg, met kreñvoc'h eo bet levezon ar saozneg war yezh Gwernenez.

Labourat evit difenn ar yezh a ra L'Assembllaïe d'Guernesiais bet krouet e 1957. Kelennet e vez ar yezh er skolioù a-wechoù ivez evel ur yezh da dibab.

Skwerioù kemmañ

  • Quaï temps qu’i fait? : (Penaos emañ an amzer?)
  • I' fait caoud ogniet : (Tomm eo hiziv)
  • Tchi qu’est vote naom? : (Pe anv oc'h?)
  • Coume tchi que l’affaire va? : (Penaos 'mañ kont?)
  • Quaï heure qu'il est? : (Pet eur eo?)
  • À la perchoine : (Kenavo)
  • Mercie bian : (Trugarez vras)

Gwelet ivez: kemmañ

Liammoù diavaez: kemmañ