Ar wezenn Nedeleg zo unan eus an hengounioù zo liammet ouzh gouel Nedeleg. Ur wezenn-sapr a vez lakaet gant an dud en o zi peurliesañ, pe er-maez a-wechoù, ha kinklet e vez gant garlantezioù, bouloù liv ha kement zo, da vare Nedeleg. Aelez bihan ha stered a vez lakaet ouzh ar brankoù, hag ur steredenn alies e beg ar wezenn, evel arouezioù eus sterenn Bethlehem hag eus ganedigezh Jezuz Krist.

Ur wezenn Nedeleg e Danmark.

Orin kemmañ

Soñjal a reer eo gwriziennet ar boaz da ginklañ gwez-sapr evel-se da vare Nedeleg e sevenadurioù kozh Europa, da vare ar C'hermaned kozh, a-raok m'en em ledfe ar gristeniezh dre ar c'hevandir[1],[2]. Gwez troc'het e-kreiz ar goañv a vije bet un arouez frouezhusted evit ar pobloù-se. Pa voent kristenaet e voe adkemeret an hengoun-se gant an iliz ha treuzfurmet ganti da vezañ un arouez eus ganedigezh Jezuz Krist, ar "salver". Tamm-ha-tamm, a-hed ar c'hantvedoù, e voe graet muioc'h-mui gant gwez Nedeleg e-touez ar gristenien en Europa. Ha bremañ eo anavezet ar boaz-se dre ar bed a-bezh ha n'eo ket stag ouzh ar gristeniezh kement-se ken.

Hiziv kemmañ

 
Gounit gwez-sapr evit Nedeleg

Bep bloaz e vez troc'het etre 50 ha 60 milion a wez Nedeleg en Europa. Meur a spesad a vez gounezet evit se : Picea abies (pruñs), Abies nordmanniana (sapr Nordmann).

Notennoù kemmañ

  1. Clark, Christine and Brimhall-Vargas, Mark Secular Aspects and International Implications of Christian Privilege
  2. Tradition: le sapin de Noël, 19/12/2009