Hélène Jegado (17 a viz Mezheven 1803 e Pleheneg - 26 a viz C'hwevrer 1852 e Roazhon) a oa ur vatezh vreizhat hag ul lazherez a-steudad. Soñjal a reer e lazhas 36 den en ur ober 18 bloavezh. Ampoezoniñ a rae an dud gant arsenik. Lazhañ a reas etre 1833 ha 1841, ha goude un ehan e krogas en-dro e 1851.

Hélène Jegado
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHélène Jégado Kemmañ
Anv-bihanHélène Kemmañ
Anv-familhJégado Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Mez 1803 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPleheneg Kemmañ
Deiziad ar marv26 C'hwe 1852 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherdomestic worker cook Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://murderpedia.org/female.J/j/jegado-helene.htm Kemmañ
Hélène Jegado e-pad he frosez
(tresadenn, e-tro 1851)

Penn-kentañ he buhez ha torfedoù kentañ kemmañ

Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e-kichen An Oriant. E 1810 e varvas he mamm, Anne Liscouët diouzh hec'h anv plac'h yaouank, pa oa-hi seizh vloaz ; lavaret e oa bet gant lod he dije Hélène he c'hontammet dre lakaat benede e-barzh he soubenn. He zad (Jean e anv-bihan) a oa bet en arme ar jeneral chouan Jorj Kadoudal ha mont a reas da Anaon e Rianteg d'ar 1añ a viz Genver 1836. Goude marv he mamm e voe kaset Hélène Jegado da labourat evel matezh e presbital Bubri, ma laboure div voereb dezhi. E presbital Seglian eo e teskas ar vicher a geginerez ; skarzhet e oa bet kuit e 1833 gant ur person abalamour ma kave-hi re vat he banne.

Soñjal a reer e krogas da ampoezoniñ tud e 1833 pa oa o labourat evel keginerez evit an aotrou person François Le Drogo e Gwern. Seizh den a varvas trumm etre an 28 a viz Even hag an 3 a viz Here : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra dezhi. E 1832 e oa bet ar c'holera oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvje tud neuze. Mont a reas Hélène Jegado da labourat da Vubri ma kemeras plas he c'hoar. Tri den a varvas, he moereb en o zouez. Mont a reas goude-se da Logunec'h, ma voe degemeret gant Marie-Jeanne Leboucher. Mervel a reas honnezh hag he merc'h ; klañv e voe he mab met bev e chomas. Un intañvez a ginnigas bod da Hélène Jegado neuze, ha mervel a reas ar vaouez-se ivez.

E 1835 e labouras Hélène Jegado evel matezh en ur gouent en Alre, met buan e voe skarzhet abalamour da veur a zarvoud (vandalerezh ha taolioù-disakr).

 
Tresadenn eus Hélène Jegado e-pad ar prosez

Keginerez e voe Hélène Jegado e meur a di, met ne badas ket. Peurliesañ e varve unan bennak pe en em gave klañv. Daoust ma ne voe biskoazh tapet Hélène Jegado gant arsenik, e veze kavet azonoù kontammerezh gant arsenik en dud-se. N'eus roud ebet eus marvioù diskred warno etre 1841 ha 1849, met kaoz zo eus laeroñsi, ha meur a wech e voe tapet Hélène Jegado pa oa o laerezh.

E 1849 ez eas da Roazhon da labourat er familh Rabot. Goude bezañ klemmet diwar-benn ar flaer a oa gant ar geginerez nevez e kouezhas klañv Albert, mab an tiegezh. D'an 29 a viz Kerzu ez eas da Anaon. Kleñvel a reas ar vamm hag ar vamm-gozh ivez...ha pareet kerkent hag aet kuit ar vatezh, ha hi skarzhet abalamour ma voe tamallet dezhi bezañ laeret un ugent boutailhad gwin Bourgogn bennak.

Harzet kemmañ

E 1850 e voe degemeret Hélène Jegado e skipailh mitizhien Théophile Bidard, hag a oa kelenner e skol-veur Roazhon. Unan eus mitizhien an ti, Rose Tessier hec'h anv, en em gavas klañv hag a varvas pa oa Hélène Jegado oc'h ober war he zro. E 1851 e c'hoarvezas heñvel gant ur vatezh all anvet Rosalie Sarrazin. Daou vezeg o doa klasket saveteiñ Rosalie Sarrazin, ha pa verzjont e oa heñvel he azonoù ouzh re Rose Tessier e teujont a-benn da gendrec'hiñ he familh da c'houlenn ur c'horfskejadur. Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet aterset, ha harzet e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1851. Goude enklaskoù all e voe liammet Hélène Jegado ouzh 23 marv diskred warno, an holl anezho bet c'hoarvezet etre 1833 ha 1841. N'ez eas ket pell-tre an enklaskoù peogwir e oa c'hoarvezet an traoù ouzhpenn dek vloaz a-raok ma vije harzet. Soñjal a reer e lazhas 36 den en holl.

Ar prosez kemmañ

D'ar 6 a viz Kerzu 1851 e krogas prosez Hélène Jegado. Abalamour da vont en-dro ar justis e voe barnet evit tri muntr, tri muntr all na oant ket bet kaset da benn hag unnek laeroñsi. E-pad ar prosez e voe cheñch-dicheñch emzalc'h Hélène Jegado, hag a-wechoù e tarzhe. A-hed ar prosez ec'h embannas ne oueze ket petra a oa an arsenik. He breutaer, Magloire Dorange e anv, a lavaras he dije ezhomm amzer hag a c'houlennas ne vije ket kaset d'ar marv peogwir e oa-hi tapet gant ar c'hrign-bev.

Kondaonet e voe Hélène Jegado d'ar marv ha dibennet e voe d'ar 26 a viz C'hwevrer 1852 er Champ-de-Mars e Roazhon.

Levrlennadur kemmañ

  • Griffiths, Arthur (1899) : Mysteries of Police and Crime, Londrez
  • Wraxall, Lascelles (1863) : Criminal Celebrities, Londrez
  • Bouchardon, Pierre (1937) : Hélène Jégado, Albin Michel
  • Heppenstall, Rayner (1970) : French Crime in the Romantic Age, H. Hamilton
  • Gaute, J.H.H. & Odell, Robin (1996) : The New Murderer's Who's Who, Harrap Books
  • Meazey, Peter (1999) : La Jégado – Histoire de la célèbre empoisonneuse, Gwengamp, Éditions de la Plomée, (2006)
  • Erwan Chartier (2003) : Drames bretons, tresadennoù gant Malo Louarn, embannadurioù Edica

Liamm diavaez kemmañ