Ha-Tsefira (הצפירה en hebraeg) a oa ur gazetenn hebraek embannet e Varsovia etre 1862 ha 1927.

E 1862 e voe savet gant C'haim Selig Slonimski. Ar gazetenn hebraek kentañ e oa ha reiñ a rae ur plas bras d'an nevezentioù, d'ar skiantoù ha d'an teknikoù. Goude un nebeud mizioù e voe serret, abalamour da Emsavadeg polonat 1863 hag abalamour ma oa bet anvet Slonimski e penn ur c'hloerdi yuzev.

E 1874 e voe adsavet gant Slonimski e Berlin, met adalek 1875 e voe embannet e Varsovia en-dro. Tamm-ha-tamm e veze graet anv muioc'h eus politikerezh er gazetenn. E 1886 e teuas ar sizhunieg da vezañ ur gazetenn bemdeziek. Adalek 1897 e teuas da vezañ mouezh an emsav sionour.

E 1906 e paouezas da zont er-maez. Etre 1910 ha 1914 hag etre 1917 ha 1927 e voe adembannet e Varsovia, bep sizhun adarre.

En-dro da Ha-Tsfira e voe krouet kazetennoù hebraek all, evel Ha-Shiloah. E-barzh Ha-Tsefira e voe embannet skridoù gant ur bern tud anavezet en emsav evit adsevel an hebraeg, evel Isaac Leib Peretz.

Weblinks kemmañ