Hana Soukupová (18 a viz Kerzu 1985 e Karlovy Vary, Tchekoslovakia, Republik Tchek hiziv an deiz) zo un dougerez-dilhad tchek.
D'an oad a 13 vloaz e krogas gant ar vicher e Praha. Unan eus an nebeud merc'hed tchek deuet da vezañ top model eo, gant Karolína Kurková hag Eva Herzigova.

Hana Soukupová e miz Even 2009

Hana Soukupová he deus douget dilhad Gucci, Bvlgari, Escada, Balenciaga, Max Mara, Tse, Dior, Jill Stuart, Carolina Herrera, H&M, Victoria's Secret ha Versace.
E New York emañ o chom. Asambles gant he gwaz he deus krouet an diskouezva The Aaron Gallery e 2010.

Liammoù diavaez kemmañ