Hans Beck (6 a viz Mae 1929 - 30 a viz Genver 2009) a oa ijinour ar c'hoarioù Playmobil. Alies e reer Tad Playmobil anezhañ.

Hans Beck
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv-bihanHans Kemmañ
Anv-familhBeck Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mae 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGreiz Kemmañ
Deiziad ar marv30 Gen 2009 Kemmañ
Lec'h ar marvMarkdorf Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherinventor, Ijinour Kemmañ
Oberenn heverkPlaymobil Kemmañ

Ganet e voe Beck e Thüringen, hag e yaouankiz a gasas e Zirndorf. Pa stagas gant e vicher, e krouas c'hoarioù (kirri bihan ha boulomigoù) evit e vreudeur ha c'hoarezed. Ur stummadur ebenour en doa, ha war-un-dro e save kirri-nij bihan.

E 1958 e voe degemeret en embregerezh anvet Geobra Brandstätter. Perc'henn an embregerezh, Horst Brandstätter e anv, a c'houlennas gantañ sevel boulomigoù evit ar vugale. E-pad tri bloaz e labouras Beck war e raktres. Enklaskoù a reas rak fellout a rae dezhañ sevel c'hoarioù hebleg, eeun a-walc'h, hag a c'hallfe ar vugale derc'hel en o daouarn. Fellout a rae dezhañ ivez e vefe heñvel tres dremm e voulomigoù ouzh re ar vugale (ur penn ledan, tamm fri ebet, hag ur mousc'hoarzh). A-benn arnodiñ ar pezh a save e roe e c'hoarioù da vugale, hag e selle outo pa vezent o c'hoari[1].

E 1972 e voe krouet ar Playmobil kentañ. E miz C'hwevrer 1974 e voe kinniget Playmobil d'an dud, da geñver saloñs etrebroadel ar c'hoarioù e Nürnberg. Tri Flaymobil a voe kinniget : un indian, ul labourer hag ur marc'heg. Buan a reas berzh ar c'hoarioù en Alamagn, ha goude-se e Frañs hag e Spagn.

Beck a guitaas an embregerezh e 1998. Betek ar bloavezh-se e sellas a-dost ouzh kement Playmobil a voe krouet. E frazenn -stur a oa : Kein Horror, keine vordergründige Gewalt, keine kurzfristigen Trends. Da lavaret eo : tamm spont ebet, tamm feulster diezhomm ebet, tamm giz war verr dermen ebet. Da vare diskouezadeg etrebroadel 2000 e Hannover e voe Beck e-touez an 100 alaman o doe un delwenn er dinell alaman.

Hiziv an deiz ez eus bet gwerzhet ouzhpenn 2,2 miliard a Blaymobil.

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ